« Ul lec’h mojennel eo ar c’hoariva Max Jacob. Gallout a reer nevesaat anezhañ hep dinac’h an amzer dremenet. Degas a ra ar raktres-se un draig ouzhpenn dezhañ ha digor e vo d’an holl dud. » Allain ar Rouz, eilmaer karget eus ar sevenadur.
Brav eo istor ar c’hoariva Max Jacob ha dibar e aergelc’h. Miret e vint gantañ : an nevesaat anezhañ a gemer harp war e zibarelezh. Ganti e c’hall ivez en em zigeriñ da holl ziskiblezhioù an arvestoù bev ha d’an holl dud. Ur galonenn sevenadurel nevez evit Kemper !
1904 : goude nozvezh gala digoradur ar c’hoariva-kêr e oa bet an teodoù o vont en-dro (betek ar C’huzul-Stad !). Awenet e voe Max Jacob gantañ evit sevel ur romant a yae dreist ar roudenn, Le Terrain Bouchaballe. Diwezhatoc’h e voe roet anv ar skrivagner d’ar c’hoariva.
E-pad ouzhpenn ur c’hantved e voe strolladoù komedianed o c’hoari ennañ, dont a raed da gemer perzh e nozvezhioù breizhek, e gouelioù… Reiñ a reas bod d’al Leurenn Vroadel adalek 1994. Abaoe m’eo bet digoret C’hoariva Kerne e 1998 e kendalc’h ar c’hoariva « kozh », a blij kalz da dud Kemper, da zegemer arvestoù a bep seurt, feal d’e gefridi.
Emañ e-kreiz ar pol Max Jacob, a oa bet digoret al lodenn gentañ anezhañ e miz Du 2015. El liorzh mod an XIXvet kantved, enni staliadurioù a vremañ, e weler savadurioù a bep seurt mesk-ha-mesk : ar sal nevez « Novomax » (studioioù pleustriñ hag enrollañ, ur sal sonadegoù 280 plas), salioù evit ar c’hevredigezhioù, atalieroù pedagogel, un davarn-preti… Er pol-se e vez tud hag a genlabour evit harpañ ha diorren ar pleustroù sevenadurel hag arzel.
En deiz hiziv ez eus un avantur all evit ar C’hoariva : adkempenn anezhañ. Rak deuet eo da vezañ diaes mont ennañ hag implijout anezhañ (leurenn a-dreñv gwall vihan, logelloù strizh, diouer a blas evit an deknikourien…). Degasomp da soñj eo enskrivet talbennoù ha toennoù ar c’hoariva e renabl ouzhpenn ar monumantoù istorel : chom a raint evel m’emaint. Kiriek eo an ti-kêr eus ar glad-se hag an dra-se a vroud anezhañ da c’houlenn sikour digant mesened, en tu-hont d’ar gevellerien a zo, mod-all, eus an Departamant, ar Rannvro hag ar Stad.
En diabarzh e virer ar spered orin hag un ardremez giz Italia (un tammig e stumm ur c’helc’h), pondalezioù, hag a zo arouezel eus ar c’hoarivaoù seurt-se. Rakwelet a reer labourioù evit aesaat d’an nammidi mont e-barzh, evit nevesaat al leurenn, al leurenn a-dreñv, ar salioù teknikel, al logelloù. Un astenn, en diadreñv, a c’hallfe bezañ lakaet dindan blant, e kempouez gant al liorzh. Gant gwellaat implij an egorennoù e vo gallet ober un degemer micherel evel ma tle bezañ evit an arzourien, ar produadurioù a bep seurt hag an arvesterien.
An holl stummoù arz
E-kreiz ar politikerezh sevenadurel e vo ar c’hoariva, ul lec’h ma vo birvilh ha ma c’hallo an holl stummoù arz bezañ eztaolet : sonadeg sonerezh klasel, jazz, kanaouennoù martoloded, arvestoù dañs, abadennoù c’hoariva war ar prim, pezhioù-c’hoari boulouard…
Kroget eo ar prantad studiañ, e darempred gant ar c’hevredigezhioù. Kadarnaet e vo ar meizad hag ar palioù e 2016, ha goude se e vo graet ur c’hinnig gant tisavourien. Roet e vo lañs d’ar marc’hadoù labourioù e 2017.