• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Ur sal gouelioù nevez pouezus evit ar c’hevredigezhioù

« Gant ar sal ar gouelioù-se hon eus c’hoant da grouiñ ur benveg akomod hag azas ouzh ezhommoù an holl gevredigezhioù e Kemper. » Georges-Philippe Fontaine, eilmaer karget eus an arc’hant hag eus ar strategiezh arc’hant

Unan eus an traoù hag a vo lakaet da dremen da gentañ gant an ti-kêr : ur sal ar gouelioù hag a vo digoret e 2019, a-dal da dachenn an diskouezadegoù, e Penwiler. Gortozet e oa ar sal-se gant annezidi Kemper ha degemeret e vo enni abadennoù a bep seurt ar c’hevredigezhioù.

Abaoe m’eo bet serret an Tog Ruz, ur sal m’emeur oc’h ober labourioù bremañ evit ober anezhi ur greizenn ar c’hendalc’hioù, hag abaoe m’eo bet digoret tachenn nevez an diskouezadegoù e Penwiler, re ger evit kalz kevredigezhioù, e vank ul lec’h da zegemer an abadennoù aozet gant kevredigezhioù Kemper.

E-barzh ar strategiezh lakaet da dalvezout gant an ti-kêr ez eus bet divizet sevel ur sal nevez. Dibabet eo bet al lec’h, er straed Stank Vihan, dirak ar c’hastell-dour, el lec’h ma oa unan eus an teir zachenn-sport stabilaet hag a zo e stad Penwiler. Adsavet e vo ar city park un dek metr bennak pelloc’h eget al lec’h m’emañ bremañ.

Mestroniezh al labourioù en diabarzh

Dre m’o deus ezhomm ar c’hevredigezhioù anezhi hag evit ma vo kaset ar raktres buan da benn ne vo ket graet ur galv da vestroniezh al labourioù en diavaez. Evit gounit amzer e vo empennet ha heuilhet ar raktres gant tisavourien ar gumun.

E-barzh ar sal ar gouelioù-se e vo meur a dra :

  • ur sal bennañ 800 m² he gorread,
  • ul leurenn lem-laka
  • ur gegin
  • ul lec’h-kenvevañ
  • logelloù ha gwiskvaoù,
  • salioù-stokañ.

E-sell emaomp ivez da lakaat sevel ul leurgêr 100 m², dindan un disglavenn. Evel-se e vo un takad-diskouez ouzhpenn hag a zereo ouzh marc’hadoù al laoù pe foarioù an traoù kozh, da skouer.

Boutinaat ha gwellaat

Meret e vo an aveadur gant Kêr. Servijoù zo (evel eurioù digeriñ ar salioù) a c’hallo bezañ meret e boutin gant tachenn an diskouezadegoù. Evel-se e c’hallimp kaout doareoù efedusoc’h ha koustoù mont en-dro izeloc’h. Gant an tost m’emañ al lec’h d’an Artimon ha d’ar Pavilhon e c’hallo an dud implijout ar parklec’hioù a zo harp outo. Ur parklec’h, 120 plas ennañ, a vo kempennet koulskoude war dachenn ar sal nevez evit ma vo aesoc’h c’hoazh mont di.

Implijet e vo ar sal-se gant ar c’hevredigezhioù evel ma karont. Dibabet he deus kêr eta chom hep lakaat derezioù lem-laka enni met lakaet e vo kadorioù ha taolioù e-kerz tud ar c’hevredigezhioù hag a c’hallo merañ al lec’h en un doare emren.

Prizioù feurmiñ dedennus

Studiet pizh e vo kael ar prizioù evit ma c’hallo an holl gevredigezhioù, ar re vras koulz hag ar re vihan, feurmiñ ar sal. Ar pal lakaet gant Kêr eo ober e doare ma vo implijet ar sal ar muiañ ar gwellañ.

Deiziadur evit kas al labourioù da benn

  • Miz Gwengolo 2016 : kadarnaat ar rakstudiadenn
  • Miz C’hwevrer 2017 : raktres degemeret gant ar c’huzul-kêr
  • Miz Ebrel 2017 : goulenn an aotre sevel
  • 2l trimiziad 2017 : dibab an embregerezhioù, goude ar galvoù da ginnigoù
  • Deroù 2017 : deroù al labourioù
  • Dibenn 2019 : echu al labourioù ha lid-digeriñ ar savadur

Koust rakwelet evit al labourioù

4,8 milion a euroioù PTB (Pep taos e-barzh)