• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Ti ar c’hevredigezhioù : digeriñ a raio e 2019

« Ti ar c’hevredigezhioù, ur benveg ret evit buhez kevredigezhioù Kemper, gant ar greizenn gevredigezhel ennañ, a vo ul lec’h labourat ha kenlabourat. Gant burevioù diouzh ar reoladoù, lodennet ha lakaet e boutin, e c’hallo ar c’hevredigezhioù koulz hag o gopridi labourat gant an doareoù gwellañ. Divizet hon eus diazezañ anezhañ en Erge-Vihan. Skediñ a raio e kêr a-bezh. » Philippe Kalvez, eilmaer karget eus kenurzhiañ tiez-kêr ar c’harterioù, eus an demokratelezh nes, eus buhez ar c’hevredigezhioù hag eus ar gennad sokiosevenadurel

Evit gwellaat an doareoù da verañ he savadurioù he deus divizet Kêr postañ arc’hant en un aveadur frammus nevez evit buhez ar c’hevredigezhioù. Emeur o sevel raktres un ti ar c’hevredigezhioù. En Erge-Vihan e vo savet.

Savet e oa bet un diagnostig war an implij eus ar salioù prestet gant kêr d’ar c’hevredigezhioù e dibenn 2014 hag e deroù 2015 : 120 kevredigezh zo dasparzhet e 70 lec’h. Sed aze salioù a zo d’ar gumun, a rank an ti-kêr kempenn ha tommañ, hag a zlefe bezañ lakaet, war dermen, diouzh ar reoladoù.

Anat eo ne zere ket pe ne zere ket mat ar savadurioù-se evit degemer tud, dreist-holl tud dalc’het en o c’herzhed, met ivez evit ezhommoù ar c’hevredigezhioù a zo enno. Ganto e vez lonket energiezh rak kozh int hag an implij anezho n’eo ket eus ar c’hentañ.

Merañ ar savadurioù gant startijenn

Meur a senario zo bet savet gant Kêr evit merañ hollad ar savadurioù-se gant startijenn.

Gant an dilenndi eo bet krennet ar gaoz war ar c’houstoù evit lakaat anezho diouzh ar reoladoù, evit kempenn anezho hag evit sevel ul lec’h nevez evit buhez ar c’hevredigezhioù . Savet e vo a-nevez un ti ar c’hevredigezhioù ac’hann da 2019. Savet e vo war ur gorread 2 500 m2 er stad Jean Brelived, nepell diouzh kroashent-tro an Erge-Vihan.

Ur savadur stummet hag a c’hallo emdreiñ

En ti ar c’hevredigezhioù-se e vo burevioù rannet ha boutin etre ar frammoù, pe prestet dezho hervez o ezhomm. Gant ar savadur-se e vo servijoù nevez : anv zo da gempenn lec’hioù-stokañ diavaez, deho ur gorread 10 m2 rannet e kelioù, hag a c’hallo izili ar c’hevredigezhioù mont enno pa ne vo ket digoret an ti, e-pad an dibennoù-sizhun dreist-holl. Gallout a raio an aveadur-se emdreiñ : pep tra a vo rakwelet evit ma c’hallimp ober un astenn d’an ti, ma vez ezhomm.

Adlojet e vo ar greizenn gevredigezhel

Er savadur nevez e vo degemeret ivez ar Greizenn Gevredigezhel hag he 17 goprad, a zo lojet bremañ e hent-dall an Oded e kreiz-kêr.

Gant ar Greizenn Gevredigezhel e vo ur gorread kevatal d’an hini he deus bremañ, kempoell, gant pemp sal-emvod, burevioù, salioù liestennañ ha prestañ dafar sonekaat, gouleier, ur rann evit sevel videoioù, ha kement zo…

  • Sevenet e vo mestroniezh al labourioù gant tisavourien ha servijoù teknikel Kêr Gemper, evit mestroniañ ar c’houstoù ijinañ ha doujañ da dermenoù strizh.
  • Kadarnaet e vo rakstudiadenn dibenn ar raktres gant ar c’huzul-kêr e 2016.
  • Deroù al labourioù : 2017
  • Echu ar savadur ha digoradur : 2019
  • Rakvudjed : 4 milion a euroioù PTM