• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Krouiñ takadoù annez : sevel kêr warc’hoazh

Bezañ o chom e Kemper : evit respont da c’hoant tiegezhioù a-leizh en deus divizet an ti-kêr adlañsañ meur a raktres takadoù annez ha krouiñ re nevez. Ar pal eo lakaat 500 lojeiz war ar marc’had bep bloaz. Harpet eo al lañs-se dreist-holl war lec’hioù buhez a zo anezho, hag a vo savet lodennaouegoù d’o heul.

Ar gudenn vras-se eus ar respet a zalc’h kont eus an ezhomm da wareziñ tachennoù labour-douar a-leizh. Savet e vez ar braz eus kêr « warni hec’h-unan » evel-se. Gant Steuñv lec’hel ar c’hêraozañ (SLK) e rakweler adneveziñ kêr. C’hoant he deus Kemper da vont kalz en tu-hont d’an 30 % a zle bezañ hervez lezenn.

Renablet eo bet an holl dachennoù vak ; o gorread hollek a ya d’ober douaroù miret a-walc’h evit 15 vloaz. Krog omp da brenañ anezho. Emeur o sevel tiez en tri zakad a oa bet termenet dija en daou respet kent (Lineostig, Kernoter, Kervalgen) hag emeur o studiañ ar pezh a challo bezañ graet en un dek takad all bennak.

Boulc’het eo al labourioù

E Lineostig eo boulc’het al labourioù hentaouiñ evit an tennad kentañ. Evit an eil tennad (330 lojeiz) ez eus prenet tachennoù gant Kêr. E 2008 e oad prest da voulc’hañ al labourioù e takad Kernoter (60 lojeiz). Gallout a raio al labourioù-se bezañ kaset da benn bremañ dre ma c’haller mont di dre hent Benoded (etre Toull Sabl ha Meilh al Lann) ; kreiz ar c’harter a vo savet eno. E Kervalgen emañ Ofis Publik an Terkañ hag ar Savaduriñ (OPTS) o sevel 340 lojeiz.

Bepred evit a sell ouzh al labourioù, e vint boulc’het e Kersaliou e dibenn 2016. Emañ an OPTS o vont da sevel 100 lojeiz eno.

« E Kemper ez eus bet kollet e-leizh a annezidi er bloavezhioù diwezhañ dre ma ne veze ket kinniget trawalc’h a lojeizoù. Gant an takadoù annez nevez, emaomp o vont da wellaat an traoù ha da lakaat cheñch dremm kêr hag an doare da vont ha da zont enni » eme Guillaume Menguy, an eilmaer karget eus ar c’hêraozañ, an endro bevañ, an hentoù, neveziñ kêr hag an takadoù glas.

En holl garterioù

C’hoant en deus bet an ti-kêr da dermenañ takadoù annez nevez. Evel-se emañ an traoù en Erge-Vihan, a-hed bali Ti Bos, gant 630 lojeiz rakwelet. War Hent Douarnenez, e Koad Ligavan, war an tachennoù rugbi kozh dreist-holl, e vo savet 210 lojeiz (ha stalioù-kenwerzh), da genderc’hel tolead Prad ar Rouz.

E Keraien, e-kichen hent Gwengad, e c’hallfed sevel 175 lojeiz en un takad annez. En ul lec'hienn industriel en Erge-Vihan, e Kervilou, emeur o prenañ tachennoù (350 lojeiz hag ul lec’h kreiz). Emeur o studiañ raktres an eil lankad eus al labourioù e Meilh al Lann (10 hektar, a-dreñv ar stal But) evit 200 lojeiz.

E kêr ivez

E-kreizig-kreiz kêr, e tolead Gourmelen, ez eus peadra evit ul lec’hienn dibar. Kendivizoù zo kroget gant ar gwerzher hag ar prener, evit 300 lojeiz.

Emañ karter ar Redva-kezeg o vont da cheñch, a-benn 2025-2030, gant takadoù hag a vo birvilh enno dalc’hmat, dre berzh ur meskaj obererezhioù ekonomikel ha tiez-annez (800 lojeiz).

En tu all d’an hent-houarn, a-eeun gant ar gar, e rakweler sevel lojeizoù, un liorzh hag ivez burevioù evit an trede gennad.

Embann (+ kartenn lec’hiañ)

Al labourioù da zont

  • Lineostig (Ar Gelen Vihan), eil tennad : 330 lojeiz
  • Kervalgen (e-kichen Kervoezan) : 340 lojeiz
  • Kernoter (straed Benoded) : 60 lojeiz
  • Kersaliou (Ti Bos) : 100 lojeiz