• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Korn ar servijoù publik : un dra a‐bouez‐bras evit ar Brovidañs

Sikour a raio ar savadur nevez-se da reiñ talvoudegezh en-dro da holl garter ar Brovidañs. Pa vo echu, emichañs, e vo e darempred gant kêr a-bezh ha sachañ a raio muioc’h a dud pa vo treuzfurmet an hent-houarn kozh en un hent glas.

Guillaume Mengi, eilmaer karget eus ar c’hêraozañ, an endro bevañ, an hentoù, eus neveziñ kêr hag eus an takadoù glas.

E-barzh ar strategiezh kaset da benn gantañ evit e savadurioù, an ti-kêr en deus divizet sevel ur savadur melestradurel nevez e straed ar Brovidañs. Ennañ e vo bodet meur a servij eus kêr hag ar gumuniezh hag a zo dasparzhet bremañ e lec’hioù a bep seurt.

Ar pol sport, sevenadur, bugale ha deskadurezh hag ivez servijoù diorroadur kêr, ar parkañ ha gwir ar plasoù, dasparzhet bremañ e meur a lec’h (straed Verderell, straed Brest peurgetket) a vo lojet en ul lec’h hepken a-benn nebeut.

Gant dilojadeg an tri servij-se, ha goude-se gant hini renerezh ar reizhiadoù urzhiataerezh hag an dielloù-kêr, e vo diac’hubet takadoù a-leizh. Evel-se e c’hallor sevel lojeizoù nevez e-kreiz kêr ha digreskiñ koust mont en-dro ar gumun peurgetket.

Savet e vo ar savadur nevez e straed ar Brovidañs, e-kichen ar Cinéville. Prenet eo bet ar c’harrdi kirri kozh a zo eno gant Kêr kement ha ledanaat an dachenn ma vo ar savadur nevez.

Ur savadur diouzh ar reoladoù evit degemer an dud

Kreizenn ar servijoù publik, dezhi ur gorread plañchod 2100 m², war tri live, a zere mat ouzh mont en-dro ar servijoù a bep seurt hag ouzh ezhommoù ar c’hant gwazour bennak a zo enni. Degemet e vo an dud evel zo dleet. Savet e vo penn-da-benn diouzh ar reoladoù evit ma vo aes d’an dud dalc’het en o c’herzhed mont ha dont e-barzh.

Doujañ a raio ar savadur nevez-se, ouzhpenn, da erbedadennoù an RT2012 war dachenn an endro : arboellus e vo a-fet energiezh evit an tommañ, ar gwentañ, an aerreizhañ, ar produiñ dour tomm hag ar goulaouiñ.

Reiñ talvoudegezh en-dro d’ar c’harter

Gant e zoare modern hag enframmet en e ardremez e kavo ar savadur-se e blas da vat e-kichen kreiz istorel Kemper.

Kemer a raio Ti ar servijoù publik e blas en ur c’harter a zo un doare dor da vont e kreiz-kêr ha degas a raio talvoudegezh dezhañ en-dro. Evit nevesaat kêr e reer labourioù er mare-mañ war ur pennad eus ar straed (eus kroashent-tro ar Gozhkêr betek ermaez parklec’h ar Cinéville). Kendalc’het e vo da adingalañ an hentoù goude-se evit disoc’hañ war un doare da adsevel penn-da-benn al lec’hioù-se hag a gas war-zu an Tog Ruz.

An hent glas da zont, e-kichen

Emeur e-sell bremañ da dreuzfurmiñ an hent-houarn en un hent glas, e kenlabour gant ar C’huzul-departamant. A-benn ar fin e c’hallo an dud mont betek ar savadur-se hag ar Cinéville gant modoù mont-ha-dont dous eus Penharz ha Kerfeunteun ha liammet e vo gant ar pennad hent glas a gas war-zu Pluguen.

Deiziataer al labourioù

  • Dibab an tisavour : c’hwec’hmiziad 1 2016
  • Kinnig ar rakstudiadenn diwezhañ : 2l c’hwec’hmiziad 2016
  • Goulenn an aotre sevel : dibenn 2017
  • Deroù al labourioù : dibenn 2018
  • Echu ar savadur : deroù 2020
  • Digoradur d’an dud : c’hwec’hmiziad 1 2020

Rakkoust hollek ar raktres (labourioù, mestroniezh al labourioù ha frejoù stag)

4,560 milion a euroioù PTM