Raktres Lokmaria

« Lokmaria, kavell istorel Kemper ha dor douristel kreiz-kêr, zo o vont da zedennañ muioc’h a dud. Dibaboù pouezus zo liammet ouzh an terkadurioù-se war an dachenn an touristerezh, an ekonomiezh, ar sevenadur hag ar glad, evit ar gumun, an tolpad-kêrioù ha Kerne. Lokmaria eo kalonenn Kemper, kêr-benn sevenadurel Breizh, a blij kement da Ludovic Jolivet. » Guillaume Mengi, eilmaer karget eus ar c’hêraozañ, an endro bevañ, an hentoù, eus neveziñ kêr hag eus an takadoù glas.

A-gozh eo brudet Lokmaria : er gêr ha porzhig-se, ma oa tud dija er mare galian-ha-roman, eo bet ar feilhañserezh o tiorren brav. En deiz hiziv e tellez identelezh ar c’harter da vezañ lakaet war wel en-dro. Labourioù bras zo programmet evit adkempenn an takadoù foran hag evit staliañ obererezhioù ekonomikel ha sevenadurel nevez.

Ar c’henwerzh a voe o tiorren e-kreiz Lokmaria adalek ar 1kantved, dre ma oa e-kichen an Oded. Kalonenn kêr a oa aet war-zu Kemper goude se. Kroget e voe da sevel an iliz en XIvet kantved ha goude se e voe savet ar prioldi. E dibenn ar XVIIvet kantved en em stalias ar mestr feilhañser Jean-Baptiste Bousquet eno ; kenderc’hel a ra ar feilhañserezh hollvrudet HB-Henriot da lakaat Kemper da skediñ dre ar bed. Ur pezh dibar all eus ar glad : al liorzh, rummet dibar.

Ur c’harter ledan-ledan

En-dro d’an tri zra-se he deus divizet an ti-kêr reiñ lañs d’ur programm da adneveziñ kêr, abalamour da greñvaat roll ar c’harter war dachenn ar sevenadur hag an touristerezh, ha da greñvaat e obererezhioù ekonomikel. Rak daoust ma’z eo unan eus an dorioù da vont tre e kreiz-kêr, ez eo distro ivez hag ac’hubet e vez gant kirri a-wechoù, diwar-goust kaerder al lec’hioù.

Bras-meurbet eo ar raktres, mont a ra eus ar blasenn Bérardier betek plasenn ar Stivell. Kaset e vez en-dro e darempred gant an obererien war an dachenn ha dreist-holl gant kevredigezh kêriadenn Lokmaria.

Koustañ a raio etre 2 vilion ha 2,5 vilion a euroioù en holl.

Ur straed nevez ha muioc’h a blas evit parkañ

Miret eo bet savadur melestradurel kozh ar feilañserezh, a ro bod bremañ da skol ar broderezh. Ur galv d’ar raktresoù zo bet graet gant ar gumun evit ar savadur-se, a vo degemeret ennañ obererezhioù nevezus ha liammet ouzh ar c’horn-bro, war dachenn ar glad, ar sevenadur, an touristerezh hag an ekonomiezh.

Distrujet e vo ti kozh ar rener, a oa stag ouzh ar savadur melestradurel. Labourioù distrujañ bras all a vo : ar c’harrdioù dilezet (ma oa bet « Loisirs 3000 »), hag a weler mat eus ar straed Uhel rak goloet int a skritelloù. Gant se e vo gallet kaout ur sell nevez ouzh al lec’h : ur « banell ar Feilhañserezh », a-stur gant ar straed Bousquet, hag a grogo e-kichen al labouradeg (ma’z eus ur porzhig) hag a zifourko en ur parklec’h 34 flas dindan wez. Un neuz yaouankoc’h d’ar c’harter kozh-douar-se !

Plasenn Bérardier : dont a ra da vezañ ur gwir blasenn, goloet a bavezioù. Skeiñ a ra war ribloù an Oded ha krouet ez eus bet derezioù hag ac’hann e c’haller sellet ouzh an Oded en e gaerañ. Liorzh ar Grennamzer zo astennet war-zu ar blasenn.

Plasenn ar Stivell : e tu ti Fouilhen e vo kempennet e doare ur skwar.

War an div blasenn e c’hallor degemer obererezhioù ekonomikel nevez hag obererennoù gant arzourien eus ar vro, pe e vefent da badout pe e vefent berrbad. Emaint o vont zegas birvilh d’ar c’harter, gant an abadennoù, ar marchadoù, marc’hadoù ar c’hozhkailhoù …

Kemper (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

Horaires

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
Sadorn vintin : 9e - 12e