• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Reneveziñ ar c’hoc’hu : ul lec’h modern ha dedennus

« Ret eo d’ar C’hoc’hu emdreiñ ken evit ar c’henwerzh, ken evit ar savadur. Klask a reomp soñjal a-benn ugent vloaz ac’hann. Boazioù a vo cheñchet, ha degaset e vo startijenn da greiz-kêr. » Guillaume Mengi, eilmaer karget eus ar c’hêraozañ, an endro bevañ, an hentoù, eus neveziñ kêr hag eus an takadoù glas.

Emaomp o vont da nevesaat da vat ar C’hoc’hu, gwir galonenn ar c’henwerzh hag ul lec’h plijus e-kreizig-kreiz Kemper. Pep tra a vez graet gant an ti-kêr evit ober eus ar C’hoc’hu un aveadur modern hag ul lec’h dedennus, e-barzh ur raktres evit degas lañs en-dro da greiz-kêr.

Amzer-da-zont koc’hu Sant-Frañsez zo un dra a bouez evit hollad kêr, ha n’eo ket war dachenn ar c’henwerzh nemetken. Emañ ar raktres-se e-barzh ur strategiezh evit glad ar savadurioù hag a zo he fal priziañ an ezhommoù nevez evit rakwelet postadurioù a vent vat. Emañ e-barzh Programmadur liesvloaziek ar postadurioù (PLP).

Ret eo lakaat ar savadur diouzh ar reoladoù…

Ar c’hoc’hu a zo hiziv a oa bet savet goude un tan-gwall e 1976. Perc’hennet eo gant ar gumun ha feurmet e vez d’ar varc’hadourien. 46 marc’hadour annezet zo en deiz hiziv, ha marc’hadourien-red zo ouzhpenn. Div davarn-preti zo stag ouzh ar c’hoc’hu.

Ret-groñs eo lakaat ar savadur diouzh ar reoladurioù, ken evit ma vo aes d’an dud nammet mont e-barzh, ken war dachenn ar surentez : hini ar savadur (an tri live, gant an estaj hag an danzouar), hini an dud a vicher, hag hini an dud a zeu da brenañ marc’hadourezh.

… hag uhel eo ar pal

N’eo ket hepken labourioù evit lakaat ar savadur diouzh ar reoladoù a fell d’ar strollegezh ober. Kemeret he deus tro eus al labourioù-se evit prederiañ ha kendivizout gant ar varc’hadourien (tri anezho zo izili eus ar poellgor leviañ) abalamour da vont pelloc’h. En em soñjal a ra an ti-kêr evit lakaat ar c’hoc’hu da emdreiñ, evit klotañ gwelloc’h ouzh ar blegenn ekonomikel ha kenwerzhel kemm-digemm.

Perak ne vefe ket frammet neuz an diabarzh en un doare un tammig disheñvel, adlodennet an egor evit darn, lakaet obererezhioù all da zont e-barzh, evit lakaat ar stalioù-kenwerzh gwelloc’h war wel hag evit lakaat pratikoù nevez da zont ?

Seizh milion a euroioù

N’eus ket kalz a blas tro-dro d’ar c’hoc’hu e-kreizig kreiz-kêr. E-pad al labourioù e vo kaset ar stalioù-kenwerzh d’ul lec’h all neuze. Meur a lec’h a zo bet soñjet enno, evel plasenn Sant-Vaho, ar reper François Mitterrand ha plasenn Sant-Kaourantin. Klasket e vo echuiñ ar chanter-se ar c’hentañ ar gwellañ. Ne zlefe ket al labourioù padout ouzhpenn bloaz hanter.

Unan eus ar palioù eo reiñ tro d’ar muiañ ar gwellañ eus ar varc’hadourien a zo er c’hoc’hu dija d’en em staliañ en-dro er c’hoc’hu modernaet. Gant se e vo degaset cheñchamantoù en o buhez pemdeziek un tammig, hag en hini o fratikoù ivez, hag e vo muioc’h a ginnigoù hag a aezamantoù, plijusoc’h an darempredoù etre an dud ha marc’hadourezh a-zoare.

Kenderc’hel a ra ar c’hendivizoù war ur raktres hardizh hag a istimer ar bujed anezhañ e 7 milion a euroioù PTM (pep taos er-maez).

Ur raktres kensavet

Adlañset e oa bet an teuliad e nevez-amzer 2014. En ur genlabourat gant ar varc’hadourien e oa bet gallet lakaat anezho da zont da gemer perzh er poellgor leviañ e miz Mezheven 2015. Gallet o deus holl reiñ o ali e-pad emzivizoù personelaet hag atalieroù-perzhiañ.

E miz C’hwevrer 2016 e oa bet breutaet ar programm. Kinniget e vo d’ar c’huzul-kêr, moarvat, e miz Mezheven 2016. Goude se e vo roet lañs d’ar studiadennoù evit seveniñ anezhañ.