Ar gudenn vras-se eus ar respet a zalc’h kont eus an ezhomm da wareziñ tachennoù labour-douar a-leizh. Savet e vez ar braz eus kêr « warni hec’h-unan » evel-se. Gant Steuñv lec’hel ar c’hêraozañ (SLK) e rakweler adneveziñ kêr. C’hoant he deus Kemper da vont kalz en tu-hont d’an 30 % a zle bezañ hervez lezenn.
Renablet eo bet an holl dachennoù vak ; o gorread hollek a ya d’ober douaroù miret a-walc’h evit 15 vloaz. Krog omp da brenañ anezho. Emeur o sevel tiez en tri zakad a oa bet termenet dija en daou respet kent (Lineostig, Kernoter, Kervalgen) hag emeur o studiañ ar pezh a challo bezañ graet en un dek takad all bennak.
E Lineostig eo boulc’het al labourioù hentaouiñ evit an tennad kentañ. Evit an eil tennad (330 lojeiz) ez eus prenet tachennoù gant Kêr. E 2008 e oad prest da voulc’hañ al labourioù e takad Kernoter (60 lojeiz). Gallout a raio al labourioù-se bezañ kaset da benn bremañ dre ma c’haller mont di dre hent Benoded (etre Toull Sabl ha Meilh al Lann) ; kreiz ar c’harter a vo savet eno. E Kervalgen emañ Ofis Publik an Terkañ hag ar Savaduriñ (OPTS) o sevel 340 lojeiz.
Bepred evit a sell ouzh al labourioù, e vint boulc’het e Kersaliou e dibenn 2016. Emañ an OPTS o vont da sevel 100 lojeiz eno.
« E Kemper ez eus bet kollet e-leizh a annezidi er bloavezhioù diwezhañ dre ma ne veze ket kinniget trawalc’h a lojeizoù. Gant an takadoù annez nevez, emaomp o vont da wellaat an traoù ha da lakaat cheñch dremm kêr hag an doare da vont ha da zont enni » eme Guillaume Menguy, an eilmaer karget eus ar c’hêraozañ, an endro bevañ, an hentoù, neveziñ kêr hag an takadoù glas.
C’hoant en deus bet an ti-kêr da dermenañ takadoù annez nevez. Evel-se emañ an traoù en Erge-Vihan, a-hed bali Ti Bos, gant 630 lojeiz rakwelet. War Hent Douarnenez, e Koad Ligavan, war an tachennoù rugbi kozh dreist-holl, e vo savet 210 lojeiz (ha stalioù-kenwerzh), da genderc’hel tolead Prad ar Rouz.
E Keraien, e-kichen hent Gwengad, e c’hallfed sevel 175 lojeiz en un takad annez. En ul lec'hienn industriel en Erge-Vihan, e Kervilou, emeur o prenañ tachennoù (350 lojeiz hag ul lec’h kreiz). Emeur o studiañ raktres an eil lankad eus al labourioù e Meilh al Lann (10 hektar, a-dreñv ar stal But) evit 200 lojeiz.
E-kreizig-kreiz kêr, e tolead Gourmelen, ez eus peadra evit ul lec’hienn dibar. Kendivizoù zo kroget gant ar gwerzher hag ar prener, evit 300 lojeiz.
Emañ karter ar Redva-kezeg o vont da cheñch, a-benn 2025-2030, gant takadoù hag a vo birvilh enno dalc’hmat, dre berzh ur meskaj obererezhioù ekonomikel ha tiez-annez (800 lojeiz).
En tu all d’an hent-houarn, a-eeun gant ar gar, e rakweler sevel lojeizoù, un liorzh hag ivez burevioù evit an trede gennad.
Embann (+ kartenn lec’hiañ)