TMJGoude tri bloaz labourioù e tigoro c’hoariva Max-Jacob e dorioù en-dro ! Emgav d’an 18, 19 hag 20 a viz Gwengolo evit un dibenn-sizhun addigoradur war an ton bras.
Programm : c’hoarioù interaktivel ha fentus, gweladennoù / dorioù digor hag abadennoù aozet gant Ti ar Glad, servijoù c’hoariva Max-Jacob hag an abadennoù sevenadurel, ha gant kevredigezhioù eus Kemper war al lec’h.
Setu un digarez da welet (en-dro) c’hoariva Max-Jacob, lec’h brudet ha karet gant tud Kemper, bet modernaet, lakaet aes da vont d’an holl ha skedus gant al labourioù reneveziñ.
Mont e-barzh digoust, mirout enlinenn adalek ar 1añ a viz Gwengolo.