Sportour bihanEvit ma c'hallfe an holl dud yaouank e Kemper dizoleiñ ha kemer perzh en obererezhioù sport en un doare a-feson ha gant ur priz izel, he deus kêr Gemper kreñvaet ha ledanaet he stignad chekennoù "Sportour bihan".
Cheñch a ra neuze ar stignad evit ar c’houlzad 2026-2027 :
Digor e vo ar stignad en distro-skol 2026 ha roet e vo ar chekennoù da geñver Forom ar c’hevredigezhioù e miz Gwengolo 2026.
Moaien ‘vo tapout ar chekennoù-se diwezhatoc’h ivez, e degemer Ti-kêr ha Tolpad-kêrioù Kemper.
An degemerien a c’hello implij anezho er c’hluboù keveler betek an 31 a viz Kerzu 2026.