• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Ar Redadeg e Kemper d’ar Meurzh 12 a viz Mae !

Ar Redadeg e Kemper d’ar Meurzh 12 a viz Mae ! Redadeg 2026
Le 17/04/2026 • Mis à jour le 17/04/2026 | 10h25

D’ar Meurzh 12 a viz Mae e tremeno ar Redadeg - redadeg a-eiladoù evit ar brezhoneg - dre Gemper. Ar garavanenn, ar rederien hag ar rederezed a dreuzo kêr etre 10e45 noz hag hanternoz. Azalek 6e noz, e vo aozet e jardin an Eskopti abadennoù (kan, dañs...) gant Ti ar Vro Kemper, asambles gant skolioù Diwan Kemper ha Div Yezh Kemper. Peadra 'vo da evañ ur banne ha da zebriñ krampouezh war al lec'h, da c'hortoz tremen ar Redadeg !

Ur redadeg a-eiladoù kevredigezhel ha familh eo ar Redadeg, digor d’an holl dud o deus c’hoant redek evit ar brezhoneg. Treuziñ a ra Breizh a-bezh disehan. E-pad nav devezh, noz ha deiz, e vez douget ur vazh-eilañ, simbol treuzkas ar yezh, ennañ ur gemennadenn a chom kuzh betek an degouezh. Bep eil bloaz e kemer perzh miliadoù a dud, e pemp departamant Breizh, er Redadeg.

E 2026, e loc'ho ar Redadeg e Lannuon d'an 8 a viz Mae, evit mont betek Naoned. Ur pezh mell fest a vo aozet e Naoned evit degouezh ar Redadeg d'ar 16 a viz Mae : kirri-boutin a yelo kuit eus Kemper evit mont betek enno. Kit e darempred gant Ti ar Vro Kemper evit kaout muioc'h a ditouroù.

Hentad ar Redadeg e Kemper

Skoazellet eo an darvoud-mañ gant Kêr Gemper, he deus prenet daou gilometr war ar c’haeoù. Gorrekaet e vo an tremenerezh e kêr pa dremeno ar Redadeg.

Karavanenn, rederien ha rederezed ar Redadeg a erruo e Kemper tro 10e45 noz. Dont a raint eus Ploveilh ha tremen a raint dre ar straedoù-mañ :

  • Bali Pierre Mendès-France
  • Boulouard Frañs (diskrog dre Boulouard Breizh)
  • Straed Paul Borossi
  • Straed Pont’n-Abad
  • Kae an Oded
  • Boulouard Joseph Dupleix
  • Boulouard Amiral Kergelenn
  • Straed Juniville
  • Straed Fañch an Uhel
  • Straed an Douvezioù, betek Plasenn an Tourbi, ha diskenn en-dro
  • Div vouklenn azalek :
    Straed ar Rakker
    Straed Aristide Briand
    Boulouard Amiral Kergelenn
    Plasenn Sant Kaourantin
    Straed ar Froud
    hag un dro adarre dre ar c'haeoù betek an Iliz-Veur
    a-raok mont kuit dre Straed Aristide Briand
  • Straed an Dean
  • Straed Sant-Sulien
  • Straed an Tour d'Auvergne
  • Bali Léon Blum
Kemer perzh er Redadeg

Kilometroù an hentad a vez gwerzhet d’an dud, d’ar c’hevredigezhioù, d’an embregerezhioù, d’ar strollegezhioù… d’an holl re o deus c’hoant skoazellañ ar brezhoneg. Erfin e vez roet ar gounidoù da gevredigezhioù o labourat evit diorren implij ar brezhoneg.

C’hoant ho peus kemer perzh ha skoazellañ ar brezhoneg ?Kilometroù a chom da brenañ betek degouezh ar Redadeg a vo d’ar Sadorn 16 a viz Mae e Naoned. Emgav e stal.ar-redadeg.bzh evit adkavout anezho.

C’hoant ho peus redek evit ar brezhoneg hag ar blijadur ?
Gallout a rit kemer perzh gant ar rederien ha rederezed all : digor d’an holl ha digoust eo ar Redadeg. Emgav e stal.ar-redadeg.bzh evit adkavout an hentad hag an eurioù.
Ouzhpenn-se e c’hall tud zo prenañ kilometroù hep bezañ gouest redek anezho. Ar Redadeg a c’hallfe kaout ezhomm ac’hanoc’h neuze evit dougen ar vazh-eilañ e anv an dud-se.

Informations pratiques

  • Du 08/05/2026 au 16/05/2026