• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Arz + artizanerezh = artizanerezh arz ?

Arz + artizanerezh = artizanerezh arz ? Arz + artizanerezh = artizanerezh arz ?
Le 15/04/2026 • Mis à jour le 16/04/2026 | 16h33

Eus ar 4 a viz Ebrel d’an 30 a viz Mae, e vez kinniget gant Mediaouegoù Kemper Breizh-Izel ha Mirdi an arzoù-kaer e Kemper un diskouezadeg anvet "Arz + artizanerezh = artizanerezh arz ?", gant Delphine Aubert, artizanez arz, ha Sylvie Anat, arzourez-neuziañ.

Ar raktres a vod div arzourez, amezegezed atalerioù e Lokmaria. Kenlabouret o deus, harpet war danvez brokus Mirdi an arzoù-kaer hag e zastumadegoù, pinvidikaet gant Mediaoueg Alain-Gérard, gant un dibab levrioù ha daveennoù lennegel hag arzel evit lakaat war wel ar c’hendiviz-se etre arz hag artizanerezh.

Programm : un diskouezadeg-perzhiañ ha dudius, met ivez atalieroù, gweladennoù, kejadennoù... evit an holl oadoù !

E palier mediaoueg Alain-Gérard – Digoust.

Muioc'h a ditouroù e galleg

Informations pratiques

  • Du 04/04/2026 au 30/05/2026