• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Reiñ a ra lañs Kêr Gemper d’ar stignad “Goulennit Anjela”

Degemer Neventi Neventi

Reiñ a ra lañs Kêr Gemper d’ar stignad “Goulennit Anjela”

Reiñ a ra lañs Kêr Gemper d’ar stignad “Goulennit Anjela” Stignad "Goulennit Anjela"
Le 30/11/2022 • Mis à jour le 30/11/2022 | 17h20

Da heul al labour kaset da benn e-pad azezoù lec’hel ar surentez hag e-pad emvod kentañ ar bodad Kemper Noz e kendalc’h Kêr Gemper da vont war-raok evit dizarbenn ar gwallziforc’hioù a bep seurt hag evit stourm oute. Da geñver an engouestl-mañ emañ Kêr o labourat evit reiñ lañs d’ar stignad “Goulennit Anjela” war he ziriad.

8 plac’h war 10 o dez aon da vont er-maez o-unan diouzh noz. An darn vrasañ eus ar maouezed a zo bet harellet pe heuliet er straed hag en treuzdougenoù boutin. Gouzañvet e vez an harellerezh-mañ gant ar maouezed dreist-holl met forzh piv a c’hall bezañ harellet.

“Goulennit Anjela” a zo bet kinniget er Rouantelezh Unanet e 2016. An anv “Anjela” a zo bet dibabet peogwir e laka da soñjal, e saozneg, en un ael gwarezius. Lakaet e oa bet war-lerc’h da dalvezout e meur a vro gant anvioù disheñvel.

Roet e oa bet lañs da “Goulennit Anjela” e Frañs e 2020 gant ar ministrerezh karget eus an ingalded maouezed-gwazed, eus al liesseurted hag eus kevatalder ar chañsoù hag harpet eo bet gant HeForShe, emsav etrebroadel an ABU evit an ingalded etre ar maouezed hag ar baotred. Meur a gêr e Frañs o deus lakaet ar stignad-mañ da dalvezout evel Bourdel, Tolosa pe Lyon.

Pal ar stignad-mañ eo krouiñ lec’hioù gwareziñ (tavarnioù, letioù, stalioù, lec’hioù digor d’an dud...) evit ar re en em sant en arvar pe ar re o deus ar santimant bezañ harellet el lec’hioù foran. Ur pegsun ouzh ar rakstalioù a ziskouez eo ar stal ul lec’h gwareziñ. Gallout a reer mont e-barzh ha goulenn Anjela evit lakaat da gompren ne’z a ket mat an traoù.

Fellout a ra da Gêr Kemper lakaat ar stignad-mañ da dalvezout war he ziriad a-benn deroù 2023 en ur genlabourat gant an tavarnioù, al letioù, ar pretioù hag al lec’hioù ma vez degemeret an dud.

D’ar 25 a viz Du, devezh etrebroadel evit stourm ouzh ar feulsterioù seksist ha seksel, e oa bet kaset ul lizher da davarnioù, letioù ha pretioù kreiz-kêr Kemper kement ha d’ar voestoù-noz evit kinnig dezhe kemer perzh er stignad-mañ.

Un emvod titouriñ a vo aozet d’an 9 a viz Genver da 5e noz e Ti-kêr hag an tolpad-kêrioù.

An lec’hioù a gemero perzh a ranko sinañ ur garta hag en em ouestlañ da :

  • Sikour forzh piv* a c’houlenn Anjela
  • Titouriñ an implijidi diwar-benn ar stignad evit ma vo lakaet da dalvezout gante
  • Kelaouiñ an holl, pratikoù pe get, diwar-benn ar stignad hag a fet e kemeront perzh ennañ en un doare gwelus ha padus en ur implijout ar skorioù kehentiñ roet dezhe (pegsunioù, follennoù-nij,...)

*Hep teurel pled d’e/he reizh, durc'hadur revel, identitelezh jener, orin sokial pe douaroniel, oad, neuz, kredenn relijiel ha namm.

Kizidikaet e vo ivez an dud karget eus al lec’hioù-se evit gallout degemer ha selaou neb piv a c’houlenno Anjela.

Bezañ keveler gant “Goulennit Anjela” a dalvo ivez berzañ an holl gomzoù ha jestroù droukziforc’hus en e/he stal, forzh peseurt stumm o deus, pe e vefe evezhiadennoù, kunujennoù, jestroù seksist, seksel pe gouennelour. Madelezh, enperzhiañ ha kengred a zo pennaennoù meur ar stignad-mañ.