• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Reiñ a ra lañs Kêr Gemper d’he c’hentañ Kuzul-kêr ar yaouankizoù

Degemer Neventi Neventi

Reiñ a ra lañs Kêr Gemper d’he c’hentañ Kuzul-kêr ar yaouankizoù

Reiñ a ra lañs Kêr Gemper d’he c’hentañ Kuzul-kêr ar yaouankizoù Kuzul-kêr ar yaouankizoù
Le 14/10/2022 • Mis à jour le 14/10/2022 | 11h57

Evit kenderc’hel gant hec’h ober evit an demokratelezh lec’hel e ro lañs Kêr Gemper d’he c’hentañ Kuzul-kêr ar yaouankizoù evit ar re 10-15 vloaz.

Ur mintinvezh eskemmañ a vo d’ar Sadorn 19 a viz Du evit kinnig an ensav nevez-mañ, an deiz a-raok devezh etrebroadel gwirioù ar vugale.

Kêr Gemper a bed an holl Gemperadezed ha Kemperiz etre 10 ha 15 vloaz hag a zo dedennet da lakaat o anv e jeparticipeaquimper.bzh

E-touez an holl Gemperadezed ha Kemperiz yaouank o do lakaet o anv e vo dibabet 49 den yaouank (kement hag an niver a zilennidi er c’huzul-kêr) evit ur respetad daou vloaz. Doujet e vo d’ar parder merc’hed/paotred ha klasket un dasparzh reizh etre an holl garterioù.

Palioù :

  • Lakaat ar C’hemperadezed hag ar Gemperiz yaouank da gemer perzh e divizoù politikel Kêr Gemper.
  • Kemer perzh e stummadur keodedek ar re yaouank ha lakaat anezhe da zizoleiñ bed ar strollegezhioù lec’hel.
  • Kenderc’hel da greñvaat pleustroù demokratel Kêr Gemper gant un ensav gouestlet d’ar re yaouank.
  • Kinnig un doare da lakaat ar re yaounk da gemer perzh e buhez Kêr e framm label an UNICEF “Kêr mignonez d’ar vugale”.

Perzhidi kuzul-kêr ar yaouankizoù a c’hallo emellout war veur a zachenn :

  • Kemer perzh e raktresoù Kêr (alioù),
  • Kinnig raktresoù, hervez ar strolladoù labour a vo krouet
  • Kinnig raktresoù evit ar budjed-perzhiañ

War-lerc’h mintinvezh an 19 a viz Du e vo pedet kuzul-kêr ar yaouankizoù d’en em gavout evit ar wech kentañ e miz Genver 2023. Da heul e vo aozet emvodoù bep miz ma vo kinniget strolladoù-labour tematek. Mareoù gweladenniñ, titouriñ ha plijus a vo kinniget ivez d’ar re yaouank.

Informations pratiques

  • Le 19/11/2022