• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Budjed-perzhiañ : prantad mouezhiañ eus an 10 a viz Gwengolo d’an 22 a viz Here

Degemer Neventi Neventi

Budjed-perzhiañ : prantad mouezhiañ eus an 10 a viz Gwengolo d’an 22 a viz Here

Budjed-perzhiañ : prantad mouezhiañ eus an 10 a viz Gwengolo d’an 22 a viz Here Budjed-perzhiañ
Le 07/09/2022 • Mis à jour le 07/09/2022 | 09h20

E miz Meurzh 2022 e oa bet roet lañs gant Kêr Gemper d’ur budjed-perzhiañ gant ar pal aesaat d’an dud kemer perzh e buhez ar gumun.

Evit ar c’houlzad kentañ-mañ e vo gouestlet 400 000 € d’ar raktresoù empentet gant ar C’hemperadezed hag ar Gemperiz, da lâret eo war-dro 6 € dre annezad. Ar sammad-mañ a vo dasparzhet en un doare reizh etre ar c’harterioù (Penharz, An Erge Vihan, Kreiz-kêr ha Kerfeunteun).

Goude ur prantad kentañ ma oa bet kinniget ar raktresoù gant an annezidi ha dielfennet anezho gant servijoù Kêr e krog ur prantad nevez eus ar budjed-perzhiañ : ar prantad mouezhiañ.

Berzh en deus graet ar stignad perzhiañ nevez-mañ dre ma oa bet kinniget muioc’h evit 210 raktres.

Adalek an 10 a viz Gwengolo e vo kinniget 67 raktres da lakaat mouezhiañ gant an holl Gemperadezed ha Kemperiz a-zo muioc’h evit 10 vloaz.

Distro war brantadoù meur ar budjed-perzhiañ

Eus ar 15 a viz Meurzh d’ar 24 a viz Ebrel

An holl annezidi hag implijidi a-us da 10 vloaz o doa bet tro da ginnig o raktresoù el lec’hienn jeparticipeaquimper.bzh pe en ur leuniañ ur furmskrid paper. Ret e oa d’ar raktresoù klotañ gant barregezhioù Kêr. Meur a dem a oa bet kinniget : gwellaat an endro bevañ, treuzkemmoù, kengred, sport, keoderouriezh, sevenadur, dudi... Gallout a raent bezañ lakaat war sav evit ur c’harter hepken pe evit kêr Gemper en he fezh. Ar pep pouezusañ a oa lakaat an annezidi da ginnig o mennozhioù ha da gemer perzh e treuzfurmadur kêr hag he c’harterioù.

Ur sammad 100 000 € a zo gouestlet da bep karter (Kreiz-kêr, An Erge Vihan, Penharz, Kerfeunteun). Daou raktres a vo dibabet evit pep karter d’an nebeutañ.

Eus ar 25 a viz Ebrel betek miz Eost

Labouret en doa servij an demokratelezh-perzhiañ evit mirout ar raktresoù a glote gant reoliadur diabarzh ar budjet-perzhiañ. Dielfennet e oant bet war-lerc’h gant servijoù ar strollegezh hervez o greadusted teknikel hag arc’hant. Eskemmoù a zo bet ivez gant ar bodad keodedel* ha bet e oant ar servijoù e darempred gant dalc'herien raktres zo evit resisaat o raktres.

Da heul ar prantad-se eo bet dibabet 67 raktres.

*Ar bodad keodedel a zo ur strollad tud krouet evit heuliañ ha priziañ stignad ar budjed-perzhiañ. Labourat a ra a-hed ar c’houlzad a zo war ar stern ha betek ma vo lakaet war sav ar raktresoù.
20 den a zo e-barzh, 16 izel eus ar c'huzulioù-kartez en o zouez. Karget eo da wiriañ e vez doujet da reoliadur diabarzh ar budjed-perzhiañ hag e chom treuzwelus prantadoù ar stignad. Priziañ a raio anezhañ pa vo echu. Gallout a raio sevel kinnigoù evit gwellaat anezhañ er c'houlzadoù o tont. Bodet eo bet div wech dija : pa oa bet kinniget an holl raktresoù ha pa oa bet dielfennet anezho gant servijoù kêr.

→ Eus an 10 a viz Gwengolo d’an 22 a viz Here

Holl annezidi Kemper a-us da 10 vloaz a zo pedet da reiñ o soñj ha da votiñ evit o pevar raktres muiañ-karet d’an nebeutañ.

Penaos ? Aes-tre eo. Gallout a reer votiñ en tier-kêr (kreiz-kêr ha karteroù) e-lec’h ma vo staliet kombodoù pe eeun el lec’hienn jeparticipeaquimper.bzh pe en unan eus ar standoù-red a vo dasparzhet e kêr.

D’an 22 a viz Here

Fin ar votateg. Ar raktresoù loreet a vo kinniget e miz Du ha lakaet da dalvezout er mizoù da heul.

Ma'z eus ur goulenn ganeoc’h : budget.participatif@quimper.bzh pe 02 98 98 88 71

Emgav d’ar 15 a viz Gwengolo evit “Gouel an demokratelezh”

D’ar Yaou 15 a viz Gwengolo e vo digoret dorioù Ti-kêr hag an tolpad-kêrioù etre 6e30 hag 8e noz. Diskouezet e vo ivez ar 67 raktres dibabet evit ar budjed-perzhiañ.

Un degouezh da gejañ gant an dalc’herien raktres, da zizoleiñ diskouezadeg ar raktresoù ha da votiñ evit e·he raktresoù muiañ-karet !

Ti-kêr hag an tolpad-kêrioù – War al leurenn hag en hall
Eus 6e30 betek 8e noz
Mont e-barzh frank

Informations pratiques

  • Du 10/09/2022 au 22/10/2022