• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Forom ar c’hevredigezhioù : d’ar Sadorn 3 a viz Gwengolo

Degemer Neventi Neventi

Forom ar c’hevredigezhioù : d’ar Sadorn 3 a viz Gwengolo

Forom ar c’hevredigezhioù : d’ar Sadorn 3 a viz Gwengolo Forum ar c'hevredigezhioù 2021
Le 25/08/2022 • Mis à jour le 25/08/2022 | 14h33

Abaoe 2021 eo digor Forom ar c’hevredigezhioù d’ar c’hevredigezhioù sevenadurel, sokiosevenadurel ha kengred ouzhpenn d'ar c’hluboù sport. Aozet e vo koulzad 2022 gant Kêr Gemper d’ar Sadorn 3 a viz Gwengolo e salioù Artimon ha Pavillon tachenn an diskouezadegoù eus 9e vintin betek 6e noz. 215 kevredigezh a vo en holl a-hed an devezh.

A-drugarez d’ar formulenn-mañ e vez lakaet war-wel nerzh buhez kevredigezhel Kemper. Gallout a reor mont e darempred gant atebeien ha buhezourien ar c’hevredigezhioù met ivez klask pleustriñ war obererezhioù zo. Ul lec’h pleustriñ a vo staliet (basket, tennis-taol, sirk, dañs, jiminas, kan...).

Ar bloaz-mañ e c’hallo ar C’hemperadezed hag ar Gemperiz mont e darempred gant skipailhoù ar Skol sonerezh ha c’hoariva, Ti ar Glad ha mediaouegoù an tolpad ha gant meur a oberer sevenadurel (bagad, sinema, c’horiva...). Ar c’hevredigezhioù sokiosevenadurel ha kengred a vo ivez : Tier an holl, CCAS, Advagad surentez , Emmaüs, Bank boued...

Un devezh kejañ ha diskuizh e vo ivez. Abadennoù a vo kinniget hag ul leurenn 40 m² a vo staliet er-maez evit ar strolladoù sonerezh (bagadoù, lazoù-kanañ, strolladoù…). Leurenn ar Pavillon a vo gouestlet d’an dañs hag ur c’horn nevez a vo gouestlet d’ar pleustroù sport en Artimon. C’hoarioù-c’hwez hag ur c’horn debriñ a vo staliet ivez.

En ur vodañ an holl gevredigezhioù er Pavillon hag en Artimon e fell da Gêr Kemper aesaat difraeoù an annezidi evit lakaat e/he anv da zudi-mañ-dudi. Gallout a reor enskrivañ ar familh a-bezh en un devezh hepken.

Muioc’h evit 700 obererezh enlinenn e sturlevr an obererezhioù

Pinvidik ha liesseurt eo kinnig obererezhioù Kemper. Muioc’h evit 700 obererezh sport, arzel, sokial pe endroel a zo renablet er sturlevr a vez kavet enlinenn.

Sturlevr an obererezhioù a zo evit holl annezidi Kêr Gemper.

Teurel a ra pled ar sturlevr-mañ d’ar pleustroù ispisial ha da c’hoantoù ar publik ha kinnig a ra meur a zoare da zizhout an titouroù a c’hall zedenn ac’hanoc’h : dre an oad, an obererezh, h.a...

Skol-kêr liessport : ur formulenn bloaziek evit ar re vihan

Evit respont da ezhommoù war ar gresk he deus krouet Kêr Gemper mareoù “Sport Kids” d’ar Merc’her goude-merenn gouestlet d’ar re yaouankañ (4-5 bloaz, 5-6 ha 6-7 vloaz) ha buhezet gant desaverien sport Kêr.

A-hed ar bloaz e c’hallo bugale Kemper dizoleiñ obererezhioù sport a-leizh en un doare c’hoarius ha pedagogel azasaet d’o oad. Taolet e vo evezh d’an deskiñ kefluskel ha gouiadurel. C’hoarioù atleterezh, a-stroll, jiminas... Sportoù gant palikedoù hag en natur... An atalieroù kinniget o deus ar pal aesaat an emrenerezh, ar pleustroù kefluskel, ar barregezhioù psikokefluskel hag ar sokialaat.

60€ eo priz an enskrivadur dre vugel. Kregiñ a raio an enskrivadurioù e Forom ar c’hevredigezhioù ha kenderc’hel a raint adalek al Lun 5 a viz Gwengolo e Ti-kêr Kemper.

Ar chekenn “Sportour bihan” : tañva d’un obererezh gant ur priz marc’had-mat

Evit ma c’hall bugale Kemper tañva da obererezhioù sport gant ur priz marc’had-mat e kinnig Kêr Gemper ur chekenn “Sportour bihan” 15 € evit ar bloavezh 2022/2023. Gouestlet eo d’ar re yaouank ganet etre 2012 ha 2016, etre 6 ha 10 vloaz o deus o c’herent ur rannad tiegezhel dindan 8 (da lâret eo betek 1 061 €).

Evit tennañ gounid anezhi eo ret diskouez un testeni CAF a resisa eo dindan8 ar rannad tiegezhel e-pad Forom ar c’hevredigezhioù pe e degemer Ti-kêr hag an tolpad-kêrioù. Gallout a reer implijout ar chekennoù “Sportour bihan” adal Forom ar c’hevredigezhioù ha betek an 31 a viz Kerzu 2022. Ne c’hall ar chekennoù-se bezañ implijet nemet ur wech gant ur gevredigezh sport keveler.

Ur c’hinnig sport sklaer ha splann

Adkavit sturlevr nevez “Kemper, Kêr sport” e Forom ar c’hevredigezhioù !

Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar stignadoù luskañ kinniget gant Kêr, an aveadurioù hag an darvoudoù aozet er c’horn-bro e kavit ar sturlevr enlinenn el lec’hienn quimper.bzh.

Ur sell war ar “Pass’Sport”, ur skoazell evit ambroug an distro d’ar pleustriñ

Ur yalc’had distro-skol sport eo ar “Pass’Sport”. 50 € eo ar yalc’had-mañ a vez roet gant ar Stad evit ar vugale etre 6 ha 17 vloaz a zo gant ar skorenn distro-skol 2022, evit ar vugale etre 6 ha 18 vloaz a zo gant ar skorenn bugel nammet hag evit ar re yaouank etre 16 ha 18 vloaz a zo gant ar skorenn d’an oadourien nammet. A-drugarez dezhi e c’hallint enskrivañ pe kaout un aotreadur gant ur gevredigezh sport adalek miz Gwengolo 2022 hag e-pad ar bloavezh skol en e bezh.

Informations pratiques

  • Le 03/09/2022