Numerik’Fest : Festival an niverel a vo d’ar 1tañ ha d’an 2 a viz Gouere !

Degemer Neventi Neventi

Numerik’Fest : Festival an niverel a vo d’ar 1tañ ha d’an 2 a viz Gouere !

Numerik’Fest : Festival an niverel a vo d’ar 1tañ ha d’an 2 a viz Gouere ! Numerik'Fest #2
Le 28/06/2022 • Mis à jour le 28/06/2022 | 15h51

Evit e eil koulzad e kevred Festival an niverel gant ar gevredigezh Les portes logiques ha kinnig a ra deoc’h beajiñ war-zu orin ar c’hoari video o splujañ e birvilh ar salioù « arcade ». Deuit’ta da zizoleiñ penaos e vez kemeret skouer eus ar sevenadur c’hoarioù ha bev-mañ evit krouiñ c’hoarioù nevezus hag a-vremañ.

Er programm : bonnoù c’hoari evit c’hoari e-unan pe a-stroll, gwirvoud kresket ha gwirvoud galloudel, c’hoari-rouedad, atalierioù dizoleiñ, staliadurioù etreoberiat, leurenn sonerezh ha web tv war-eeun !

Ar pal ? Komz eus ar sevenadurioù niverel, dizoleiñ ar pleustroù hag an nevezadennoù e-pad ur maread gouel ha plijus gant sonerezh !

An Numerik’Fest a vo e-pad daou zevezh, d’ar Gwener 1tañ ha d’ar Sadorn 2 a viz Gouere. An holl abadennoù evit ar re 11-16 vloaz a vo kinniget er-maez, dindan gwaregoù-bolz ar vediaoueg Alain-Gérard, ha war ar reper François Mitterrand.

Informations pratiques

  • Du 01/07/2022 au 02/07/2022