D’an 28 a viz Even e chomo a-sav C’hoari 1000 euro France Inter en Tog Ruz e Kemper evit enrollañ pemp abadenn oadourien ha yaouankiz.
Krouet e 1958 gant Henri Kubnick eo C’hoari ar 1000 euro ar c’hoari skingomz koshañ hag unan eus abadennoù meur France Inter. Kinniget e vez gant Nicolas Stoufflet abaoe 2008. Enrollet e vez e pep lec’h e Bro Frañs. Ar reolenn : respont da c’houlennoù deskadurezh hollek hag a zo bet kaset gant selaouerezed ha selaouerien an abadenn.
Chom a raio a-sav skipailh C’hoari ar 1000 euro e Kemper d’ar Meurzh 28 a viz Even da 5e goude-merenn.
Dibabet e vo ar c’hoarierezed hag ar c’hoarierien war al lec’h da vare an enrollañ. Digor d’an holl eo ar c’hoari, hep enskrivadur ebet. N’eo ket ret kemer perzh kennebeut.
Dibabet e vez ar c’hoarierien dre gomz gant Nicolas Stoufflet. Dibabet e vezont er sal e-touesk ar youlidi a respont ar gwellañ d’e c’houlennoù.
Pemp abadenn a vo enrollet, unan anezho evit ar re yaouank etre 12 ha 18 vloaz. Aliet e vez dont 30 mun a-raok ma krogfe an abadennoù.
Adalek 5e goude-merenn :
Adalek 6e30 noz :
Gallout a reer dont ivez evit arvestiñ ouzh an abadennoù nemetken.