• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Tremen a raio ar Redadeg dre Gemper d’ar Meurzh 24 a viz Mae

Degemer Neventi Neventi

Tremen a raio ar Redadeg dre Gemper d’ar Meurzh 24 a viz Mae

Tremen a raio ar Redadeg dre Gemper d’ar Meurzh 24 a viz Mae Ar Redadeg e Kemper e 2018
Le 20/05/2022 |

Distro eo ! D’ar Meurzh 24 a viz Mae e tremeno ar Redadeg, ar redadeg a-bep-eil evit ar brezhoneg, dre Gemper. Karavanenn ar gevredigezh hag ar rederien a dreuzo Kêr etre 8e30 ha 10e. Gorrekaet e vo an tremenerezh pa dremeno ar rederien.

Ur redadeg a-bep-eil kevredigezhel ha familh eo ar Redadeg a zo digor d’an holl re o deus c’hoant redek evit ar brezhoneg. Treuziñ a ra Breizh a-bezh disehan, noz ha deiz, e-pad 9 devezh evit dougen ur vazh-eilañ. Ur c’hemennad kuzh e brezhoneg a zo ennañ hag a vo lennet en degouezh. Bep eil bloaz e kemer perzh miliadoù a dud e pemp departamant ar rannvro.

Kilometroù an hentad a vez gwerzhet d’an dud, d’ar c’hevredigezhioù, d’an embregerezhioù, d’ar strollegezhioù… d’an holl re o deus c’hoant skoazellañ ar brezhoneg. Erfin e vez roet ar gounidoù da gevredigezhioù zo evit diorren implij ar brezhoneg er vuhez sokial hag er familhoù.

Skoazellet e vez an darvoud-mañ gant Kêr Gemper he deus prenet an daou gilometr a dremeno war ar c’haeoù ar bloaz-mañ.

Penaos e vez aozet ar Redadeg ?

Evit pep kilometr e toug ar rederien ur vazh-eilañ betek ar gilometr war-lerc’h. Ennañ e vez kavet ur c’hemennad a chomo kuzh betek degouezh an darvoud. Kuzh eo ivez anv an hini en deus skrivet anezhañ. Ur wech erru e vez lennet dirak ar publik war al leurenn.

Roet e vez ar vazh-eilañ d’an hini en deus prenet ar gilometr. Met digor d’an holl ha digoust eo ar Redadeg ha rederien all a c’hall dont evit ur c’hilometr pe meur a hini, evit ar brezhoneg pe ar blijadur.

A-fet surentez e vez ambrouget ar rederien gant meur a c’harr-tan. Ur c’harr-tan kentañ a dremen 5 mun a-raok ma teufe ar rederien. Un eil a zo dirazo hag un trede a-dreñv evit klozañ ar sammgarr. Tud war velo a c’hall ambroug ar rederien ivez. Ar c’harr-bac’h a zo dirak a rederien a zo akipet gant ul letern-tro ha dafar sonekaat. Ur skipailh pevar pe c’hwec’h den a zo ennañ, a-dreñv, evit buheziñ ha surekaat an darvoud.

Ouzhpenn e vo ambrouget ar garavanenn e Kemper gant poliserien-kêr evit kemer perzh e surentez an holl, ar rederien evel ar garteridi hag a vleinerien.

Hentad ar redadeg e Kemper

Karavanenn ha rederien ar Redadeg a zeuio da Gemper tro 8e50. Dont a raint eus Pluguen ha tremen a raint dre ar straedoù-mañ :

  • Bali Pierre Mendès-France
  • Hent Pont’n-Abad
  • Straed Pont’n-Abad
  • Kae an Oded
  • Boulouard Dupleix
  • Boulouard Amiral Kergelenn
  • Straed Juniville
  • Straed Fañch an Uhel
  • Straed Brest
  • Hent Brest
  • Hent-kozh Brieg

Gorrekaet e vo an tremenerezh pa dremeno ar rederien war an hentoù-se.

Penaos kemer perzh er Redadeg

C’hoant ho peus da gemer perzh ha da sloazellañ ar brezhoneg ? Kilometroù a chom da brenañ betek degouezh ar Redadeg a vo d’ar Sadorn 28 a viz Mae e Gwened. Emgav e stal.ar-redadeg.bzh evit adkavout anezho.

C’hoant ho peus da redek evit ar brezhoneg hag ar blijadur ? Gallout a rit dont gant ar rederien a vo dija. Digor d’an holl ha digoust eo ar Redadeg. Emgav e stal.ar-redadeg.bzh evit adkavout an hentad hag eurioù ar redadeg.

Ouzhpenn e c’hall tud zo prenañ kilometroù hep bezañ gouest da redek anezho. Ar Redadeg a c’hallfe kaout ezhomm ac’hanoc’h neuze evit dougen ar vazh-eilañ e anv ar sponsorien. Evit kemer perzh ha redek kilometroù hep reder ebet e kavit muioc’h a ditouroù el lec’hienn-mañ.

Emgav e ar-redadeg.bzh evit gouzout hiroc’h diwar-benn an darvoud.

Informations pratiques

  • Du 24/05/2022 au 24/04/2022