• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Distro eo Gouel ar sonerezh : d’ar Meurzh 21 a viz Mezheven

Degemer Neventi Neventi

Distro eo Gouel ar sonerezh : d’ar Meurzh 21 a viz Mezheven

Distro eo Gouel ar sonerezh : d’ar Meurzh 21 a viz Mezheven Gouel ar sonerezh 2022
Le 20/05/2022 • Mis à jour le 20/05/2022 | 12h09

War-lerc’h daou vloaz etre abalamour d’an enkadenn yec'hedel e tistroio Gouel ar sonerezh e Kemper d’ar Meurzh 21 a viz Mezheven, eus 5e goude-merenn da hanternoz.

Evit lakaat war-wel ar sonerien amatour he deus fiziet Kêr Gemper ar programm e kevredigezhioù hag oberien ar vuhez sonerezh lec’hel a vuhezo leurennoù keveler.

Ar strolladoù amatour a c’hall mont eeun e darempred gante pe, m’o deus c’hoant, bezañ ambrouget gant servij buheziñ sevenadurel Kêr Gemper (02.98.98.89.00) a heñcho anezho.

Nevezenti ar bloaz-mañ : ar sonerien o deus c’hoant seniñ er straed a c’hallo lugañ o dafar ouzh unan eus ar spotoù emrem a vo dasparzhet evito e kreiz-kêr.

→ Leurennoù keveler :

  • Les Polarités (Plasenn Sant-Kaourantin)
  • Skol sonerezh ha c’hoariva Kemper (Iliz-veur Sant-Kaourantin / Selaouva ar Skol sonerezh / Savennoù ar Skol sonerezh)
  • Idunn (Reper François-Mitterrand)
  • Hip Hop New School & Balles à Fond (Kae ar Steir-Deir)
  • Local Musik de la MPT de Penhars (Koc’hu Sant-Frañsez)
  • Déjà Deux Heures (Plasenn an Amann)
  • Amicale des Bagadoù et cercles celtiques de Quimper / Aprem Jazz (An Ephémère, liorzh an Eskopti)
  • MPT an Erge-Vihan (Prioldi Lokmaria)

→ Spotoù emren :

  • Leurgêr Julien-Gracq
  • Boulouard Meilh an Dug
  • Tremen an Tog Ruz
  • Plasenn Douar an Dug
  • Pemp spot tro-dro da Goc’hu Sant-Frañsez

Emgav e penn-kentañ miz Mezheven evit gouzout hiroc'h diwar-benn ar programm.*

Ar leurenn Evêché a zeu da vezañ "An Ephémère" !

A-hed an hañv e cheñcho anv al leurenn-mañ anvet mat gant ar Ch'emperadezed hag ar Gemperiz ha dont a raio da vezañ "An Ephémère".

Programm al leurenn hañv-mañ a vo en ur programm sevenadurel ha sport klok e korn-bro Kemper eus miz Mezheven da viz Eost. Emgav e miz Mezhven evit gouzout hiroc'h diwar-e-benn.

Informations pratiques

  • Le 21/06/2022