Digor e vo Mirdi an arzoù-kaer e Kemper eus 8e noz da hanternoz evit Nozvezh europat ar Mirdioù. Kinnig a raioù abadennoù a-leizh evit an holl.
Mont e-barzh frank ha digoust
Hep enskrivadur
Meur a heñcher a vo evit lakaat ac’hanoc’h da zizoleiñ taolennoù diwezhañ ar mirdi e 15 mun. Deoc’h-c’hwi da zibab ! Gallout a reot heuliañ meur a ginnig hervez ho c’hoant.
Evit ma vo an nozvezh-mañ ur gouel brav e vo sonerezh gant Skol sonerezh ha c’hoariva Kemper ! Gant ar Pevarad Ponticelli e vo sonet a-hed an nozvezh pevarad amerikan Dvorjak. Kemer a raio perzh ivez ar genganerien en oad. Ar sonerezh a rento enor da Amerika Vivian Maier ha da zastumadoù ar mirdi.
Kinniget e vez bep bloaz un enklask d’ar re vihan gant Mirdi an arzoù-kaer ha Mirdi breizhek an departamant. Ar bloaz-mañ e redo an holl war-lerc’h ar gurunenn !
War varc’h, a-us d’an iliz veur e evezh ar Roue Grallon ouzh Kêr Gemper... Met ur barrad avel a gas e gurunenn war blasenn Sant-Kaourantin ha petra c’hoarvez ? Unan a zastum anezhi ha tec’h kuit ganti. Gwelet eo bet al lâer gant ar Roue o tremen etre Mirdi an arzoù-kaer hag ar Mirdi breizhek. Ha gouest e vi da adkavout an hini kablus ha resteurel e gurunenn d’ar Roue ? Un enklask nevez da heuliañ a-stroll etre ar mirdioù !
Pad : un eurvezh – adalek 7 vloaz
Emgav e degemer Mirdi an arzoù-kaer pe hini ar Mirdi Breizhek