Budjet-perzhiañ : 200 raktres kinniget!

Degemer Neventi Neventi

Budjet-perzhiañ : 200 raktres kinniget!

Budjet-perzhiañ : 200 raktres kinniget! Budjet-perzhiañ
Le 29/04/2022 • Mis à jour le 29/04/2022 | 14h17

Gant ar soñjoù bihan e vez graet raktresoù bras !

D’ar 15 a viz Meurzh he doa roet lañs Kêr Gemper d’he budjet-perzhiañ kentañ evit lakaat an annezidi da gemer perzh e buhez ar gumun.
Ar bloaz-mañ e vo gouestlet 400 000 € da raktresoù ar C’hemperadezed hag ar Gemperiz, pe 6 € dre annezad dre geitad. Rannet e vo ar sammad-mañ en un doare reizh etre ar c’harterioù (Penharz, an Erge-Vihan, ar C’hreiz-kêr ha Kerfeunteun).

Muioc’h evit 200 raktres kinniget

Prantad ar galv da raktresoù a zo bet lañset d’ar 15 a viz Meurzh ha digoret da gement Kemperadez ha Kemperad. Echu eo abaoe ar 24 a viz Ebrel ha berzh en deus graet. En holl eo bet kinniget muioc’h evit 200 raktres. Tost 80 anezho a sell eus gwellaat an endro bevañ, un hanter-kant raktres bennak a sell eus ar sport, eus ar sevenadur hag eus an dudi hag un tregont bennak, erfin, a zo diwar-benn an treuzkemm ekologel.

Dek raktres bennak a zo bet teuzet hag emgavioù zo bet gant o dalc’herien : gwaskedoù beloioù, pumptrack e Kerfeunteun, bonnoù adkargañ karbedoù tredan, hag all...

An holl rummadoù a zo e-touez an dalc’herien raktres ha lodennet en un doare kempouez. Ar memes tra eo evit perzhiadur ar merc’hed hag ar baotred.

Studiañ ar raktresoù

E-pad ar prantad-mañ e vo studiet kement raktres gant servij an demokratelezh lec’hel evit gouzout hiroc’h diwar o benn ha gouzout hag-eñ e klotont mat gant reoliadur diabarzh ar budjet-perzhiañ. Dielfennet e vint war-lerc’h gant servijoù Kêr evit studiañ o greadusted (teknik, priziadennoù budjedel...). Eskemmoù a vo gant ar bodad keodedel ha gallout a raint mont e darempred gant dalcherien ar raktresoù evit gouzout hiroc’h diwar o benn.

Kefridi ar bodad keodedel

Heuliet ha priziet e vez stignad budjet-perzhiañ Kemper gant ur bodad keodedel a vo betek fin ar c’houlzad-mañ ha betek ma vo sevenet ar raktresoù dibabet. Ennañ e vez kavet 20 den, 16 perzhiad eus ar c’huzulioù-karter en o zouez ha 4 dilennad. Teurel a ra evezh ouzh doujañs an holl ouzh reoliadur dibarzh ar budjet-perzhiañ. Teurel a ra evezh ivez ouzh treuzwellusted prantadoù ar stignad, a brizio e fin ar c’houlzad. Erfin e c'hallo ober kinnigoù evit gwellaat ar stignad er c’houlzadoù o tont.

Deiziataer

→ Dielfennañ ar raktresoù (eus ar 25 a viz Ebrel betek fin miz Eost 2022)

→ Prantad dilenn (eus an 10 a viz Gwengolo d’an 22 a viz Here 2022)
Holl annezidi Kemper a vo pedet da vont d’an ti-kêr, d’ar standoù-red pe el lec’hienn jeparticipeaquimper.bzh evit dibab o raktresoù muiañ-karet.

→ Seveniñ ar raktresoù (adalek an 23 a viz Here 2022)
Sevenet e vo ar raktresoù dibabet dindan daou vloaz.

Evit gouzout hiroc’h :
Jeparticipeaquimper.bzh
budget.participatif@quimper.bzh/ 02 98 98 88 71