Marc’had bleunioù an hañv : D’ar Sul 8 a viz Mae 2022

Degemer Neventi Neventi

Marc’had bleunioù an hañv : D’ar Sul 8 a viz Mae 2022

Marc’had bleunioù an hañv : D’ar Sul 8 a viz Mae 2022 Marc'had bleunioù an hañv
Le 27/04/2022 • Mis à jour le 27/04/2022 | 11h04

Distro eo Marc’had bleunioù an hañv ! An 28vet koulzad a vo aozet gant Kêr Gemper d’ar Sul 8 a viz Mae 2022, eus 9e vintin da 6e30 noz. Anavezet mat gant liorzherien ar c’horn-bro eo an darvoud-mañ a vo e boulouard Amiral Kergelenn, straed ar Park ha straed ar Roue Grallon.

Un digarez eo evit ar re a zo sot gant al liorzhañ da zizoleiñ spesadoù plant nevez ha da brenañ produioù a-zoare. 23 produer ha 11 artizan a ginnigo 43 stand plant. Kavet e vo peadra da ginklañ e liorzh ivez ha digoust eo ar mont-tre !

Kalz a spesadoù plant disheñvel a vo kinniget : brousgwez, plant bloaziek pe bividik, bodoù-roz, temzoù-boued, plant frondus, chugek pe kreizdouarel, legumaj, agrum hag all...

Gallout a raio ar weladennerien bezañ aliet gant an diskouezerien : liorzherien, kevredigezhioù-liorzhañ ha renerezh ardremez, glasveziñ ha bevliesseurted Kêr Gemper. Kizidikaet e vo ar publik ivez ouzh an dalc’hoù endroel : liorzhañ hep diastuzer, merañ a-ziforc'h ar glasvezegoù, roteliñ al lastez liorzhañ, h.a. A-drugarez d’an alioù-se e c’hallo pep hini kemm ha gwellaat e bleustroù.

Meur a abadenn kinniget
  • Eus 10e da 12e vintin e vo lusket un atalier “Renabl ar vevliesseuted” gant Kevre gwareziñ al laboused (KGL) e Traoñienn Sant-Laorañs.
  • Eus 3e da 4e30 g-m. e vez kinniget ur valeadenn e liorzh ar Retred gant ul liorzher. Emvod e mont-tre al liorzh er straed Elie Fréron.

20 plas a zo evit pep abadenn.

Ret eo lakaat e anv gant renerezh ardremez, glasveziñ ha bevliesseurted Kêr Gemper : 02 98 98 88 87 pe espaces.verts@quimper.bzh

Ar c’hevredigezhioù a vo
  • Kevredad liorzhañ Kemper
  • Flora Armorica
  • Ar BLEB (Beveziñ lojañ hag endro bevañ)
  • Kempermaculture
  • Kevre gwareziñ al laboused
  • Breizh Massaï
  • Ar Bretelles Vertes (sonerezh)
Dont a raio servijoù Kêr hag an Tolpad-kêrioù

Skipailhoù renerezh kelc'hiad an dour, lastez ha naetadurezh Kemper Breizh Izel a vo evit respont d’ho koulennoù diwar-benn ar rotelerezh hag ar plant aloubus.

Gallout a raio ar weladennerien gouzout hiroc’h ivez diwar-benn mererezh a-ziforc'h ar glasvezegoù, ar bleuñviñ, pleustroù liorzhañ disheñvel gant skipailhoù rennerezh ardremez, glasveziñ ha bevliesseurted Kêr Gemper.

Informations pratiques

  • Le 08/05/2022