Politikerezh surentez ha dizarbenn ar felliezh : Reiñ a lañs Kêr d'un enklask-perzhiañ

Degemer Neventi Neventi

Politikerezh surentez ha dizarbenn ar felliezh : Reiñ a lañs Kêr d'un enklask-perzhiañ

Politikerezh surentez ha dizarbenn ar felliezh : Reiñ a lañs Kêr d'un enklask-perzhiañ surentez al lec'hioù foran e kemper
Le 15/04/2022 • Mis à jour le 15/04/2022 | 15h01

A-bouez eo ar sioulded foran kement ha kalite ar vuhez. Ur gwir eo evit an holl annezidi hag un dlead evit ar galloudoù publik karget eus ar "bevañ a-gevret".

Abaoe 2020 eo engouestlet Kêr Gemper da gensevel ur politikerezh sioulded foran gant ar pal gwellaat ar surentez e Kemper, dizarbenn an tagadennoù a bep seurt ha stourm a-enep da forzh peseurt droukziforc’hadur. Renerezh ar sioulded foran an hini eo a laka ar politikerezh lec’hel-mañ da dalvezout hag a genurzh anezhañ. Kevelerezhioù start a zo bet skoulmet gant oberourien lec’hel a-fet surentez. Krouet eo bet ivez ur Polis-kêr.

Un diagnostik diwar-benn santimant an annezidi a-fet surentez

Hiziv an deiz e fell da Gêr donaat al labour kaset da benn dija da geñver santimant ar C’hemperadezed hag ar Gemperiz a-fet surentez el lec’hioù foran. Reiñ a lañs d’un enklask publik a vez kavet enlinenn hag e stumm paper en ti-kêr.

Digor eo an enklask-mañ d’an holl pe vefe annezidi pe implijerien ar c’horn-bro. Gant hemañ e vo tirouret gwelloc'h Kêr Gemper diwar-benn o c’hoant a-fet surentez.

Digor eo betek an 23 a viz Mae e stumm paper ha betek an 31 a viz Mae enlinenn. An disoc’hoù a vo kinniget e-doug Azezoù ar surentez a vo d’an 8 a viz Here 2022 e Kreizenn kendalc’hioù an Tog ruz.

Un difrae digor evit fetisaat, kompren gwelloc’h ha peuraozañ ar politikerezhioù dizarbenn

Ouzhpenn an enklask-mañ e vo kaset un eil da benn gant oberourien lec’hel ar c’horn-bro.

Teir abadenn-labour a glokao an enklaskoù-se gant strollad fokus (atersadennoù a-stroll) ha gant ur valeadenn diagnostik el lec’hioù foran. Homañ a roio tro d’an annezidi da gemer perzh ha da dermeniñ, e karteroù zo, an doareoù-labour a c’hallo bezañ lakaet da dalvezout evit gwellaat ar santimant surentez.

Azezoù lec’hel ar surentez

Disoc’hoù an aodit-mañ a vo kinniget e-doug azezoù lec’hel ar surentez a vo d’an 8 a viz Here. A-drugarez dezho e vo fetisaet ar pezh a c’hoarvez e Kemper a-fet surentez ha sioulded foran hag e vo klokoc'h labour perzhidi an darvoud.

Evit derc’hel perzhiadur ar geodedourien er politikerezhioù dizarbenn-se e vo pedet ar C’hemperadezed hag ar Gemperiz d’an darvoud-mañ, prezegennoù ha stalioù ennañ.

Informations pratiques

  • Du 15/04/2022 au 31/05/2022