Atalieroù hag abadennoù ar Glozenn niverel red : eus an 13 d’ar 16 a viz Ebrel er vediaoueg Alain-Gérard

Degemer Neventi Neventi

Atalieroù hag abadennoù ar Glozenn niverel red : eus an 13 d’ar 16 a viz Ebrel er vediaoueg Alain-Gérard

Atalieroù hag abadennoù ar Glozenn niverel red : eus an 13 d’ar 16 a viz Ebrel er vediaoueg Alain-Gérard Abadennoù niverel a vo gant ar Glozenn niverel red
Le 31/03/2022 • Mis à jour le 31/03/2022 | 10h38

Asambles gant ar gevredigezh Les portes logiques e kinnig Kêr Gemper ur glozenn niverel red : un heuliad abadennoù hag atalieroù pleustrek e egorenn yaouankiz ar vediaoueg Alain-Gérard. Ar re yaouank a vo degemeret el lec’h-mañ evit dizoleiñ abadennigoù ha kemer perzh en atalieroù.

Gallout a raio ar re yaouank dont da gaozeal, lenn, c’hoari hag oberiañ gant dafar a vo kavet war al lec’h :

- Mekanikoù, moullerezioù trimentek, bonnoù etreoberiat evit dizoleiñ ar sevenadur niverel c’hoarius ;

- Teuliadur gant teullevrioù diwar-benn ar sevenadur niverel krouiñ, diwar-benn ar c’hrouiñ DIY, an upcycling, ar siberharellerezh, h.a. ;

- Atalieroù gant ar Robot-Grafiti, ur C’hit Electro Construction

Daou vuhezour a vo war al lec’h evit ambroug ar re yaouank o tizoleiñ an atalieroù. Tud pedet a zeuio ivez evit kinnig mareoù eskemm.

Informations pratiques

  • Du 13/04/2022 au 16/04/2022