Ur budjet-perzhiañ evit Kêr Gemper

Degemer Neventi Neventi

Ur budjet-perzhiañ evit Kêr Gemper

Ur budjet-perzhiañ evit Kêr Gemper Budjet-perzhiañ
Le 14/03/2022 • Mis à jour le 14/03/2022 | 15h31
Gant ar soñjoù bihan e vez savet raktresoù bras !

Reiñ a ra lañs Kêr Gemper d’he budjet-perzhiañ kentañ gant ar c’hoant lakaat an annezidi da gemer perzh e buhez ar gumun. 400 000 € a vo gouestlet d’ar raktresoù ijinet gant ar C’hemperadezed hag ar Gemperiz ar bloaz-mañ, da lâret eo 6 € dre annezad dre geitad. Dasparzhet e vo ar sammad-mañ en un doare reizh etre ar pevar c’harter (Penharz, an Erge-Vihan, ar C’hreiz-kêr ha Kerfeunteun).

Roet e vo lañs d’ar galv a raktresoù d'ar 15 a viz Meurzh.

Piv a c’hall kinnig ur raktres ?

Ur raktres a c’hall bezañ kinniget gant :

  • Un den pe muioc’h (adalek 10 vloaz)
  • Ar pevar c’huzul karter
  • An holl a labour e Kemper, a zo a-youl-vat e tiriad ar gumun pe a zo implijerien eus servijoù Kêr
Peseurt raktresoù a c’hall bezañ kinniget ?

Rankout a ra ar raktresoù kinniget tennañ da varregezhioù kêr met n’eus tem ret ebet : gwellaat an endro bevañ, treuzkemmoù, kengred, sportoù, keodedouriezh, sevenadur, dudi... Gallout a reont sellout diouzh ur c’harter pe kêr a-bezh. Ar pep pouezusañ eo e teufe ar soñjoù d’an annezidi evit treuzfurmiñ kêr hag he c’harterioù.

Ar raktresoù a glot a vo kinniget d’an holl Gemperadezed ha d’an holl Gemperiz e miz Gwengolo. Ar re gant ar muiañ a vouezhioù a vo dalc’het ha lakaet war sav adalek fin ar bloaz pe a-benn daou vloaz d’ar muiañ. Ar re o do kinniget ar raktresoù a c’hallo kemer perzh betek penn.

Embannet e vo reoliadur diabarzh ar budjet-perzhiañ d’ar 15 a viz Meurzh :

  • En Tier-kêr
Piv a c’hallo votiñ ?

An holl annezidi eus Kemper a zo koshoc’h evit 10 vloaz a c’hallo dibab ur raktres.

Deiziataer

→ Galv da raktresoù (eus ar 15 a viz Meurzh d’ar 24 a viz Ebrel 2022)

Annezidi hag implijerien Kemper a-us da 10 vloaz a c’hall kinnig o raktresoù e jeparticipeaquimper.bzh pe o leuniañ ur furmskrid en Ti-kêr, en adtier-kêr pe en unan eus ar standoù lakaet er-maez (marc’hadoù, darvoudoù).

→ Dielfennañ ar raktresoù (eus ar 25 a viz Ebrel da fin miz Eost 2022)

Labourat a raio ar servij demokratelezh perzhiañ evit dibab ar raktresoù a gloto gant reoliadur diabarzh ar budjet-perzhiañ. Ar re-se a vo dielfennet war-lerc’h gant servijoù ar strollegezh hervez o greadusted teknikel hag arc’hant. Eskemmoù a vo gant ar bodad keodedel. Gallout a raint mont e darempred gant dougerien ar raktersoù evit resisadurioù zo.

Informations pratiques

  • Le 15/03/2022