• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Sizhunvezh Europat evit digreskiñ al lastez : eus an 19 d’ar 27 a viz Du

Degemer Neventi Neventi

Sizhunvezh Europat evit digreskiñ al lastez : eus an 19 d’ar 27 a viz Du

Sizhunvezh Europat evit digreskiñ al lastez : eus an 19 d’ar 27 a viz Du Sizhunvezh Europat evit digreskiñ al lastez 1
Le 17/11/2021 • Mis à jour le 19/11/2021 | 17h59

Ar Sizhunvezh Europat evit digreskiñ al lastez a vo e Kemper eus an 19 d’ar 27 a viz Du ar bloaz-mañ. Kinniget e vez gant Ajañs an endro ha mestroni an energiezh (AAEME) ha gant ministrerezh an ekologiezh gant souten Europa.

Merañ gwelloc’h al lastez a dalvez, da gentañ, kement ha chom hep produiñ anezho evit lakaat harz d’o c’hementad. Al lastez aesañ da skarzhañ eo ar re na vezont ket produet ganeomp ! Pep hini ac’hanomp a c’hall produiñ nebeutoc’h a lastez gant jestroù eeun, a c’haller ober da bep mare : er supermarc’had evel er gêr, el labour evel el liorzh. Gant ar Sizhunvezh Europat evit kaout nebeutoch a lastez omp pedet, asambles, da implijout an traoù pelloc’h evit ma vo produet, en un doare efedus, nebeutoc’h a lastez bemdez. Evit an oberiadenn nevez-mañ, Kemper Breizh Izel a lakaio war wel an oberoù hiniennel ha stroll er c’horn-bro gant obererien a laka o foan hag a zo kendrec’het gant spletoù un ekonomiezh dilonketoc’h hag avizetoc’h.

“Hiziv an deiz e vez produet tost 590 kg lastez-ti ha damheñvel bep bloaz gant pep Gall. Er bloavezhioù diwezhañ eo bet liesaet dre zaou ar c’hementad lastez : prenañ a reomp muioc’h hag ingaloc’h. Berrbadoc’h eo ar produioù ha cheñch a reomp anezho aliesoc’h abalamour ma ne’z eont ket en-dro ken pe ne blijont ket ken deomp. E-giz-se eo deuet da vezañ hollbouezus digreskiñ al lastez evit arboellañ an danvezioù krai heskus, lakaat harz d’ar skogoù war an endro ha marc'hadmataat priz al lastez evit pep hini.

Evit gwir eo al lastez na vezont ket produet al lastez gwellañ, ar re aesañ da verañ. Met penaos ober ? Sur-a-walc’h e vo diskoulmoù gant ar Sizhunvezh Europat evit digreskiñ al lastez ! Eus an 19 d’ar 27 a viz Du, deuit’ta da zeskiñ penaos fardañ hoc’h aozadoù kempenn deoc’h-c’hwi, ho kwezeladoù, ho podoù-gwer laezh goell… hag memes ho kinkladurioù Nedeleg ! Bec’h dezhi evit beveziñ gwelloc’h.”

Isabelle Assih, Maerez Kemper, Prezidantez Kemper Breizh Izel

An ti bale, ur benveg gouestlet d’an diorren padus

Ur benveg nevez a zo bet akuizitet gant servij lastez Kemper Breizh Izel, gant stumm un ti evit kizidikaat pep hini diwar-benn jestroù an diorren padus. Ar pal eo degas diskoulmoù pleustrek d’an holl evit digreskiñ e lastez hag evit ma teuio da vezañ padusoc’h ar gevredigezh. Pezhioù disheñvel un ti a zo e-lec'h ma vez diskouezet peseurt mod ober evit beveziñ gwelloc’h. An ti bale a vo dispaket a-hed ar sizhunvezh e sal an Ursuladezed war reper François Mitterrand (burevioù kozh France Bleu Breizh Izel).

Al lizher-kelaouiñ a-fet diveskañ al lastez n°7 – “Prenañ a-drac, bec’h dezhi !”

Embannet eo bet ar seizhvet lizher-kelaouiñ a-fet diveskañ al lastez evit miz Du 2021, un gelaouenn ispisial evit “Sizhunvezh Europat evit digreskiñ al lastez”.

Informations pratiques

  • Du 19/11/2021 au 27/11/2021