• Brezhoneg
  • Brezhoneg

“Handi Box” : Kêr a greñva enperzhiañ an dud nammet

Degemer Neventi Neventi

“Handi Box” : Kêr a greñva enperzhiañ an dud nammet

“Handi Box” : Kêr a greñva enperzhiañ an dud nammet “Handi Box” : Kêr a greñva enperzhiañ an dud nammet
Le 08/07/2022 • Mis à jour le 08/07/2022 | 10h38

En em ouestlañ a ra Kêr Gemper da greñvaat enperzhiañ an dud nammet hag arnodiñ a raio ur stand “Handi Box” e-kerzh Gouelioù Kerne eus an 20 d’ar 24 a viz Gouere. Aesaat mont d’an abadennoù sevenadurel ha sport evit an nammidi eo pal ar meiziad nevez-mañ a ginnig dafar azasaet.

E Bro Frañs e vev ur c’hard eus an dud gant un dalc’h hag evito eo a-bouez-tre ar monedusted evit gallout kemer perzh er vuhez keodedel ha sokial, evit labourat pe mont d’an obererezhioù dudi. Oc’h aesaat mont d’an darvoudoù a vo e Kemper e fell da Gêr reiñ d’an holl ar galloud da gemer perzh er geodedouriezh, da gaout ur vuhez sokial ha sevenadurel.

Divizet he deus Kêr neuze arnodiñ ar c’hit monedusted “Handi Box” e-kerzh Gouelioù Kerne. Ar benveg-se a zo bet krouet gant Kêr Vrest evit Yaouioù ar Porzh. Ur voest eo leun a “skoazelloù” evit aesaat ar monedusted d’an dud nammet. Enni e vez kavet :

  • 1 stand degemer
  • 2 gador-ruilh
  • 8 bazh-azezañ
  • 1 grapenn-red
  • 2 c’hamellenn evit chas-heñchañ
  • 1 c’harger kador ruilh

Mont a ra Gouelioù Kerne a-du gant kinnig Kêr Gemper. Ur stand “Handi Box” a vo war gaeoù an Oded eus an 21 d’ar 24 a viz Gouere. Digor e vo eus 10e vintin da 6e noz ha gallout a raio an dud nammet kaout an dafar diwar c’houlenn evit mont aesoc’h d’an arvestoù kinniget e-kerzh Gouelioù Kerne.

Evit ma vo ebarzhusoc’h Kêr Gemper e vo klokaet an ober kentañ-mañ gant oberoù evit an dud skort e gleved ha tro-dro d’an niverel. Tutaet e vo ur c’hargad·ez a gefridi yec’hed/nammidi e miz Gwengolo ha kengrouet e vo ur stignad nevez gant ar c’hevredigezhioù a labour war an dachenn-mañ.