Divizet eo bet gant Kêr Gemper hiraat an ehan kreisteiz er skolioù evit gwellaat buhez ar vugale hag ar wazourien er skol. An diarbenn-mañ a vo lakaet da dalvezout adalek an distro skol. Cheñchet e vo neuze eurioù fin an devezh-skol.
Abaoe 2015 e pad an ehan kreisteiz 1e45 er skolioù publik. Adalek an distro skol e vo 15 munutenn hiroc’h evit hevout an holl. Muioc’h a amzer o do ar vugale evit kreñvaat o emrenerezh, evit dizoleiñ ha tañva ar produioù. Sederoc’h e vo ivez an amzer-mañ evit ar wazourien, pe e vefent karget eus ambroug ar vugale pe eus oberoù teknikel (reiñ boued, naetaat).
Ar cheñchamant-se a zo bet divizet asambles gant an Deskadurezh-Stad, ar c’huzulioù-skol, servijoù kêr ha goulennet e oa bet o ali gant ar vugale hag o c’herent (900 respont).
Setu an eurioù skol nevez adalek miz Gwengolo :
8e45 – 11h45 vintin ha 1e45 – 4e45 goude-merenn.