War-lerc’h daou vloaz etre abalamour d’an enkadenn yec'hedel e tistroio Gouel ar sonerezh e Kemper d’ar Meurzh 21 a viz Mezheven, eus 5e goude-merenn da hanternoz.
Evit lakaat war-wel ar sonerien amatour he deus fiziet Kêr Gemper ar programm e kevredigezhioù hag oberien ar vuhez sonerezh lec’hel a vuhezo leurennoù keveler.
Ar strolladoù amatour a c’hall mont eeun e darempred gante pe, m’o deus c’hoant, bezañ ambrouget gant servij buheziñ sevenadurel Kêr Gemper (02.98.98.89.00) a heñcho anezho.
Nevezenti ar bloaz-mañ : ar sonerien o deus c’hoant seniñ er straed a c’hallo lugañ o dafar ouzh unan eus ar spotoù emrem a vo dasparzhet evito e kreiz-kêr.
→ Leurennoù keveler :
→ Spotoù emren :
Emgav e penn-kentañ miz Mezheven evit gouzout hiroc'h diwar-benn ar programm.*
A-hed an hañv e cheñcho anv al leurenn-mañ anvet mat gant ar Ch'emperadezed hag ar Gemperiz ha dont a raio da vezañ "An Ephémère".
Programm al leurenn hañv-mañ a vo en ur programm sevenadurel ha sport klok e korn-bro Kemper eus miz Mezheven da viz Eost. Emgav e miz Mezhven evit gouzout hiroc'h diwar-e-benn.