• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Distro skol 2022-2023 : digoradur an enskrivadurioù d'ar 14 a viz Meurzh

Degemer Neventi Neventi

Distro skol 2022-2023 : digoradur an enskrivadurioù d'ar 14 a viz Meurzh

Distro skol 2022-2023 : digoradur an enskrivadurioù d'ar 14 a viz Meurzh Enskrivadurioù evit an distro skol 2022-2023
Le 08/03/2022 • Mis à jour le 09/03/2022 | 09h17

Eil budjet Kêr Gemper eo ar politikerezh skoliata gant 18,3 milion a euroioù raktreset evit 2022. Unan eus priorelezhioù pennañ skipailh an ti-kêr eo.

Evit digreskiñ mizoù ar familhoù e vez dispignet 240 000 € pep bloaz gant Kêr evit prenañ levrioù-skol, dafar skol ha melestradurel. Ur sammad a zo dasparzhet etre ar skolioù. Prizioù kengred a vez lakaet da dalvezout ivez evit ar pretierezh-skol hag an diwallerezh.

Abaoe bloavezh kentañ ar respetad e labour Kêr evit kreñvaat bezañs ar GWATASMed (gwazourien diriadel arbennik ar skolioù-mamm) er mare skol a-bezh hag e pep skol-vamm. Stummet e vez alies ar GWATASMed hag ar vuhezourien evit degemer ar vugale ha kinnig oberoù liesseurt dezho er mareoù troskol (adalek 7e30 vintin ha betek 7e noz).

Gouestlet eo Kêr da ziwall d’ar vugale met ivez d’he c’hoskor gant adtalvoudekadur reoliad an arc'hoproù ha gant entitladur ar gwazourezed hag ar wazourien (18 post e 2021). Dre gonfortañ ar c’hoskor he deus c’hoant Kêr da ziorren kalite an ambroug desavadurel.

Ar pal eo kreñvaat ar skol evit an holl hag ar berzh-mat en deskadurezh. Evit en ober e vez kinniget raktresoù leun a skiant (1), ur skol digor war ar bed (2) hag un endro mat-tre evit deskiñ (3) da skoliadezed ha skolidi Kemper.

Digor e vo an enskrivadurioù en 20 skol bublik adalek ar 14 a viz Meurzh 2022.

Raktresoù leun a skiant

  • Skoazell evit an deverioù evit an holl goude ar mare-skol. Strolladigoù a vez ambrouget gant emellerien stummet : ur raktres a zo bet lañset adal bloavezh kentañ ar respetad.

  • Lañset ez eus bet ur preder diwar-benn hiradur an ehan kreisteiz evit diorren an deskadurezh d’ar blaz evit ar vugale.

  • Taolet e vez evezh da ginnig obererezhioù sport er skol. Tañva a ra ar vugale da sportoù zo, en natur hag en diabarzh (krapañ, jiminas, gwaregañ).

  • Raktresoù nevez hag engouestlet a vez kinniget ivez : gevelladenn, galv da rakrestoù tro-dro da chomadennoù arzour...

  • Harpet e vez diorren ar pedagogiezhioù nevez gant arrebeuri pe dafar-renkañ.
Ur skol digor

  • Diorren an divyezhegezh galleg-brezhoneg : War-lerc’h Jacques Prévert ha Yves Le Manchec eo bet digoret un trede hentad divyezehek er skol Edmond Michelet e 2021.

  • 27 raktres desavadurel lec’hel a zo ha c’hoant he deus Kêr da adreiñ lañs d’ar stignad-mañ gant ar gerent hag ar c’hevredigezhioù.

  • Enperzhiañ : Aes eo mont d’al lodenn vrasañ eus ar skolioù evit ar vugale dalc’het en o c’herzhed. Kresket eo bet an debarzhadur evit ar vugale nammet.

  • Enperzhiañ niverel : Dasparzhet e vez tablezennoù. Pep klas kentañ derez a zo akipet mat gant un daolenn wenn etreoberiat hag ur videobanner.
Un endro skol evit emzispakañ mat

  • “Kêr mignon d’ar vugale” eo Kemper : Ambrouget e vez Kêr gant an UNICEF evit harpañ an ingalded plac'hed-paotred, ur vagadurezh a-zere, ar yec’hed hag ar stourm a-enep d’ar feulsterioù a-enep d'ar vugale.

  • Lañset eo bet ur program evit glasveziñ ar porzhioù-skol (90 000 € e Kerjestin ; glasvezet e vo ar skol Frédéric Le Guyader war-lerc’h).

  • Lañset e vo ur ”steuñv evit nevesaat ar skolioù” gant labourioù bras (skol Kervilien, ...).

  • Kreñvaet e vo ar surentez tro-dro d’ar skolioù : 143 000 € e 2022 (panellerezh, terkañ an hentoù, radarioù pedagogel, gwelgomzoù) ha terkadurioù nevez a vo staliet evit harpañ ar mont-ha-dont dous.
Un nebeut sifroù diwar-benn ar skolioù publik e Kemper
  • 17 strollad skolioù
  • 3 skol-vamm
  • 90 klas-kentañ ha 54 klas-mamm + 3 klas Ulis
  • 3 137 skoliad en distro-skol 2021 (sifroù renerezh servijoù-departamant an Deskadurezh-Stad)
  • 22 skoliad a zo e pep klas dre geitad
  • 300 den a labour er skolioù pe vefent GWATASMed, pe buhezourien, gwazourien ar pretioù pe gwazourien kempenn
  • 1,5 milion a euroioù a vez dispignet bep bloaz evit labourioù kempenn er skolioù
  • 3 150 pred a vez aozet bemdez dre geitad (87% eus ar skolidi a zebr lein er pretioù skol)
  • 120 aveadur niverel a zo er c’hlasoù (videobanneroù)
  • 23 % eus ar produioù roet er pretioù skol a zo bio
Deroù an enskrivadurioù d’ar 14 a viz Meurzh 2022

Kregiñ a raio an enskrivadurioù evit an distro-skol 2022-2023 er skolioù kentañ derez hag er skolioù-mamm d’ar 14 a viz Meurzh e degemer an ti-kêr hag an tolpad-kêrioù.

Enskrivet e vez ar vugale eeun gant Kêr Gemper evit an 20 strollad skolioù a zo en he ziriad ha diouzh takadoù kempoell. E-giz-se e vez kempouezet mat an niver a skolidi a zo e pep takad hag e vez kinniget un degemer reizh d’an holl vugale.

Gant ar blegfollenn a zo amañ kevret e vez displeget penaos enskrivañ e vugel. Kavet e vez en adtier-kêr ivez.

→ Bugale a sell an dra-se outo

  • Ar vugale n’int bet skoliataet biskoazh.
  • Ar vugale a zeu eus kêrioù all hag az aio evit ar wech kentañ er skol e Kemper.
  • Ar vugale a cheñch skol e Kemper hag a oa skoliataet en ur skol bublik pe brevez eus Kêr.

→ Enskrivañ ur bugel dindan 3 bloaz

  • N’eus nemet ar vugale a zo 2 daou vloaz evit an distro-skol a c’haller enskrivañ.
  • An degemer ne vez posubl nemet ma zo trawalc’h a blasoù er skol dibabet.
  • Ar vugale a-us da dri bloaz a vez degemeret da gentañ. Abaoe an distro-skol 2019 eo ret an deskadurezh evit an holl vugale a-us da dri bloaz.

→ Teulioù da reiñ evit an teuliad enskrivañ

  • Al levrig-familh pe akta ganedigezh ho pugel
  • Ur brouenn annez
  • Ma’z eo skoliataet dija ho pugel, un testeni ezrollañ gant ar skol gozh
  • Un eilad eus ar varnadenn ma’z eus unan
  • Ar fichenn ditouriñ

Un testeni enskrivañ a vo roet d’ar gerent ha pedet e vint da vont e darempred gant rener pe renerez ar skol evit degemer ho pugel.

→ E pelec’h enskrivañ ?

E degemer an Ti-kêr e Kemper
44 plasenn Sant-Kaourantin
Pgz. 02 98 98 89 81
Digor eus 8e30 vintin da 6e noz, eus al Lun d’ar Gwener, ha eus 9e da 12e d’ar Sadorn

→ Tremen eus ar skol-vamm d’ar skol kentañ derez

Ma gendalc’h ar bugel e skoliataerezh er memes strollad skolioù e Kemper n’eus difrae dibar ebet. An degemer er c’hlas prientiñ (KP) a vez meret eeun gant renerezed ha renerien ar skolioù.

An holl skolioù-mamm a zo liammet gant ur skol kentañ-derez. Ar skolidi skoliataet en unan eus ar skolioù meneget dindan a vo skoliataet er skol kentañ derez liammet.

  • Skol-vamm bourc’h Penharz > Skol kentañ derez Kerjestin
  • Skol-vamm ar c’henkiz > Skol kentañ derez Leon Blum
  • Skol-vamm du Petit Parc > Skol kentañ derez Kergoat-ar-Lez

→ Skolioù dasparzhet war 6 takad

Enskrivet e vez ar vugale en takad a glot gant chomlec’h ar re pe an hini a zo o atebeg lezennel.

Evit bezañ sur e vo kempouezhet mat an niver a skolidi e vez lakaet un toleadur azasaet da dalvezout gant Kêr, diouzh boazioù mont-ha-dont ar familhoù.

Evit anavezout ho takad e c’hallit sellout ouzh ar gartenn a zo enlienn war lec’hienn Kêr www.quimper.bzh pe skanniñ ar c’hod QR a zo er blegfollenn.