Ur greizenn prouadiñ dibad e ti kozh ar c'hvredigezhioù

Degemer Neventi Neventi

Ur greizenn prouadiñ dibad e ti kozh ar c'hvredigezhioù

Ur greizenn prouadiñ dibad e ti kozh ar c'hvredigezhioù Aozet e vez ur c'houlzad prouadiñ evit ar C'hemperadezed hag ar Gemperiz
Le 14/01/2022 • Mis à jour le 14/01/2022 | 15h20

Digoret eo bet ur greizenn prouadiñ dibad e ti kozh ar c’hevredigezhioù e hent-dall an Oded.

Ar Gêr, Ajañs rannvroel ar yec’hed ha kevredigezh klañvdiourien frank Kemper Breizh Izel a genlabour evit digeriñ ur greizenn prouadiñ dibad a chomo ur mizvezh adalek ar Gwener 14 a viz Genver 2022.

Digor eo d’an dud deuet koulz ha d'ar vugale, darempred kontammiñ, gant pe hep azon. Ar prouadoù a zo prouadoù antigenek.

Eurioù digeriñ :

Lun, Merc’her, Gwener eus 9e30 da 4e, diehan.

Sadorn, eus 9e30 da 1e.

Pedet eo an dud da zont gant o c'hartenn Vitale pe gant o zesteni surentez sokial.

Digoust eo ar prouadoù pa vez diskouezet ar pass yec’hedel. Da baeañ int evit ar re n’o dez pass ebet.