• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Brezhoneg : War-raok ez a Kemper bepred

Degemer Neventi Neventi

Brezhoneg : War-raok ez a Kemper bepred

Brezhoneg : War-raok ez a Kemper bepred Panell Breizh ouzh talbenn Ti-kêr Kemper
Le 10/01/2022 • Mis à jour le 10/01/2022 | 10h00

A-drugarez da labourioù ar bodad tra-kêr brezhoneg ha servijoù ar strollegezh eo bet degemeret ur « sturlevr implij ar brezhoneg » hag ul levrig familh divyezhek nevez galleg-brezhoneg gant Kêr Gemper. Ar pal : kenderc’hel gant brudañ, skignañ ha deskiñ ar yezh.

E miz Kerzu 2020 eo bet krouet gant Kêr Gemper ur bodad tra-kêr gouestlet d’ar brezhoneg gant ar pal labourat asambles gant ar geodedourien hag ar c’hevredigezhioù. Ennañ e vez kavet an dilennidi a zo e-karg eus ar brezhoneg ha kevredigezhioù hag a labour war an dachenn-se abaoe bloavezhioù zo. Bodet e vez pemp gwech ar bloaz evit ma c’hellfe e izili renabliñ ar pezh a vez graet a-fet brezhoneg ha sevel kinnigoù d’ar c’huzul-kêr.

Ur sturlevr implij ar brezhoneg

A-hed 2021 en deus labouret ar bodad tra-kêr war meur a dachenn : ar c’hehentiñ, ar c’helenn, ar panellerezh diabarzh ha diavaez, h.a. A-drugarez d’al labourioù-se eo bet savet ur « Sturlevr implij ar brezhoneg gant Kêr Gemper evit lakaat an divyezhegezh galleg-brezhoneg da dalvezout ».

Gouestlet da holl wazourien ar strollegezh eo an diell-mañ a zo he fal sikour ar Gêr da genderc’hel gant he folitikerezh yezh hardizh a-fet brezhoneg.

Gant ar sturlevr-se e vez merket palioù fetis hag a zalc’h kont eus ar gwirvoud evit ma vo diskwel ar brezhoneg war pep skor kehentiñ ar Gêr : ar skritelloù evel ar plaketennoù-kehentiñ, ar panelloù-polis evel ar plakennoù-straed ha meur a elfenn panellaouiñ en diabarzh koulz hag en diavaez. Aesaet e vo labour ar wazourien ivez a-drugarez d’an diell-mañ.

Evit kinnig d’ar C'hemperadezed ha d'ar Gemperiz un divyezhegezh a-galite e vez termenet reolennoù simpl ha splann, dreist-holl evit doujañ da reolennoù ar parder grafik etre an div yezh, evit ma c’hello kenvevañ ar galleg hag ar brezhoneg.

Enframmet eo ar brezhoneg e meur a skor stlenn ha kehentiñ ar Gêr dija (skritelloù, rouedadoù sokial, skorioù moulet).

Ul levrig tiegezh galleg-brezhoneg

Labouret o deus asambles an dilennidi ha servijoù marilh ar boblañs ivez evit sevel ul levrig tiegezh nevez divyezhek galleg-brezhoneg hag a ginnigo ar memes kalite a ditouroù en div yezh.

Adalek deroù 2022 e c’hallo ar familhoù dibab etre al levrig familh divyezhek galleg-brezhoneg, a vo levrig tiegezh dave Kêr Gemper, hag al levrig klasel e galleg. Un dibab hag a c’hallint ober kerkent ha ma vo ret dezhe leuniañ ar furmskridoù goulenn.

Graet gant skoazell Ofis publik ar brezhoneg eo al levrig tiegezh-mañ ur arouez kreñv eus engouestl Kêr Gemper da vrudañ ha diorren ar brezhoneg hag ul liamm a-dost etre ar familhoù hag o sevenadur.