• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Kêrioù ha kêrigoù bokedet : Mirout a ra Kêr Gemper al label 4 bleunienn

Degemer Neventi Neventi

Kêrioù ha kêrigoù bokedet : Mirout a ra Kêr Gemper al label 4 bleunienn

Kêrioù ha kêrigoù bokedet : Mirout a ra Kêr Gemper al label 4 bleunienn Kemper kêr he fevar bleunienn
Le 17/11/2021 • Mis à jour le 19/11/2021 | 09h08

Abaoe meur a vloaz he deus Kêr Gemper al label broadel “4 bleunienn”.
Ar bloaz-mañ he deus kenstrivet adarre ar Gêr gant Kuzul broadel ar c’hêrioù hag ar c’hêrigoù bokedet. War-lerc’h tremenadenn juri ar c’honkour e miz Even eo ar Gêr lorc’h enni da virout al label meur-mañ.

“Kêrioù ha kêrigoù bokedet”, label broadel kalite ar vuhez

Abaoe 1959 e vez loreet engouestl ar c’hêrioù evit gwellaat kalite ar vuhez gant al label “ Kêrioù ha kêrigoù bokedet”. Er genstrivadeg-se e vez taolet pled da blas ar c’hlasvez e kempenn ar lec’hioù foran (merañ an danvezioù naturel ha diwallerezh ar vevliesseurted), da ziorren an ekonomiezh lec’hel, da zedenn touristel an tiriad ha da ziwallerezh al liamm sokial.

Priziet e vez an dezverkoù-se :

  • Difrae hollek talvoudekadur ar gêr dre implij ar c’hlasvez hag ar bleuñv.
  • An oberoù evit buheziñ ha brudañ an difrae-mañ e-tal d’an annezidi, d’an douristed, hag all.
  • Kinnig ar glad naturel hag ar bleuñv.
  • An doareoù da zerch’el ar glad-mañ en ur deurel evezh ouzh an danvezioù naturel hag ar vevliesseurted.
  • An oberoù ouzhpenn evit gwellaat ar lec’hioù foran (arrebeuri kêr, hentoù, talbennoù, pannellerezh kenwerzh, naetadurezh-kêr...)
  • Kempoell an terkadurioù ardremez diouzh lec’hioù disheñvel ar gêr
Ar 4 bleunienn : ur barometr eus kalite ar vuhez

Aroueziet e vez al label “Kêr ha kêrigoù bokedet” gant ar bleuñv met hiziv an deiz eo deuet da vezañ ledanoc’h tachenn ober al label-mañ. Un difrae hollek eo hiziv a-fet talvoudekaat ar c’hlasvez hag ar bleuñv diouzh kempoell an terkadurioù ardremez. Taolet e vez pled ivez d’an oberoù a zo lakaet war-sav evit buheziñ ha brudañ ar glad-se e-tal d’an holl ha da vererezh padus an endro. Ar struzh a zo ur goudor evit ar vevliesseurted. Denekaat a ra ar gêr hag aesaat a ra bevañ a-gevret.

Kemper, kêr he fevar bleunienn

N’eus ket nemet bleuniañ ar gêr e dalc’hioù ar genstrivadeg-mañ. A-bouez eo ivez evit an touristerezh hag evit gwellaat kalite ar vuhez, liesseurted ar lec’hioù hag ar binvidigezh louzawouriezh.

Bleuniañ Kêr Gemper

Brudet eo Kêr Gemper evit kalite he zerkadurioù bleunioù. Disoc’h labour aketus liorzhourien ar Gêr int. Hollbouezus eo o chemetoù hag o gouiziegezh war ar plant evit sevel ar bleuñvegoù hag ar c’hestoù-bleunioù.

Evit bleuniañ kreiz-kêr Kemper e vez dalc’het kont eus ar c’hestoù-bleunioù a zo a-hed an Oded koulz ha eus al liorzhoù, an takadoù glas, ar c’haeoù, ar straedoù. Lakaet e vez e pleustr an difrae-mañ ivez er c’harterioù, e mont tre ar Gêr ha war ar c’hroashentoù-tro.

Gwir eo ez eus kalz a c’hroashentoù-tro war hentoù diavaez ar gêr. Dorioù ha lec’hioù-degemer int evit an douristed, ar C’hemperadezed hag ar Gemperiz. Kemenn a reont ar pezh a vo kavet er gêr.

Betek 2015 e oa empennet an annezadegoù hervez temoù zo. Ur boaz hag a oa bet dilezet evit leuskel muioc’h a blas d’ar plant met hag a zo deuet en-dro e 2021 gant tem al laboused hag an amprevaned-pollenañ.

Dibabet e vez plantennoù an hañv met ivez reoù hag a zo padusoc’h, plant bividik en o zouez, evit ma vo bleuniet Kêr Gemper eus miz Mae betek miz Here.

Loreadeg Kêr Gemper er genstrivadeg vroadel “Kêrioù ha kêrigoù bokedet”
  • 2021 : kadarnadur al label 4 bleunienn
  • Eus 2015 da 2018 : kadarnadur al label 4 bleunienn
  • 2015 : priz arbennik ar vevliesseurted plant
  • Eus 2009 da 2012 : kadarnadur al label 4 bleunienn
  • 2007 : priz kevread broadel tier an douristed
  • 2006 : label “priz meur” broadel ar bleuniañ
  • Eus 1997 da 2022 : kêr bokedet 4 bleunienn
  • 1996 : kêr bokedet 3 bleunienn
  • Eus 1988 da 1995 : kêr bokedet 4 bleunienn
  • 1987 : kêr bokedet 3 bleunienn
  • 1986 : Er-maez kenstrivadeg
  • 1984-1985 : kêr bokedet 3 bleunienn