• Brezhoneg
  • Brezhoneg

“Tresit ar Gêr” : ur raktres-perzhiañ evit ar Gemperiz

Degemer Neventi Neventi

“Tresit ar Gêr” : ur raktres-perzhiañ evit ar Gemperiz

“Tresit ar Gêr” : ur raktres-perzhiañ evit ar Gemperiz "Tresit ar gêr"
Le 05/10/2021 • Mis à jour le 13/10/2021 | 14h11

Ti ar Glad Kemper hag ar vediaoueg Alain-Gérard a ginnig deoc'h "Tresit ar Gêr", ur raktres evit kas ur sell diavez war ar gêr dre an tres hag ar skritur.

Eus petra ‘zo kaoz ?

Ambrouget e vo an dresourez Emma Burr hag ar skrivagner Joël Kérouanton gant an annezidi evit dizoleiñ ar Gêr. Un evezh dibar a vo taolet war al lec’hioù buhez ha savouriezh ar pemdez e kreiz-kêr koulz hag er c’harterioù hag er maezioù.

An holl a c’hallo kemer perzh, goulenn tresadennoù ha danevelloù gant an arzourien ha diorren o spered-krouiñ. Meur a stal a zo bet ijinet evit ma c’hall pep hini ezteurel gant an arz grafik pe lennegel.

Tri amzer labour
  • AN AMZER DASTUM. MIZ GWENGOLO-MIZ KERZU 2021

Mont a raio Emma Burr da lec’hioù liesseurt evit goulenn : “Peseurt lec’h Kemper a blijfe deoc’h gwelout treset ? Goulennit !“. A-drugarez d’ur steuñv savet ganti e c’hallo an dud diskouez o lec’hioù muiañ-karet ha displegañ perak ma fell dezho.
Aze e vo Joël Kérouanton ivez evit dastum an istorioù buhez a c’hallfe dispakañ e-pad an abadennoù-se. Goulenn a reont ivez gant an arzourien sikour strolladoù ‘zo evit bezañ heñchet ha dizoleiñ ar Gêr.

  • AN AMZER KROUIÑ. MIZ GENVER.-MIZ MEURZH 2022

Dre implij an tres, an dourlivadur hag an engravadur e vo treset gant Emma Burr al lec’hioù a zo bet kinniget dezhi, lec’hioù arouezel koulz ha lec’hioù digustum ha n’int ket anveet mat. Sevel a raio Joël Kérouanton testennoù diwar an danvez en do dastumet. Adlabourat a raio anezho gant aozerien an danevelloù-se.
Er mediouaegoù e vo pedet ivet an holl da skrivañ, lenn ha tresañ ar gêr a-drugarez d’ul “Lab”, ur modulenn-red savet gant Dom Ciesielski gant danvezioù kozh. Erfin e vo buhezet devezhioù mikroembann gant Joël Kérouanton tro-dro d’ar produerezhioù.

  • AN AMZER KINNIG. MIZ EBREL.-MIZ EOST 2022

An oberennoù savet gant Emma Burr ha Joël Kérouanton a vo diskouezet er vediaoueg Alain-Gérard hag er C’hae-lestrañ e-kichen an ti-gar. Eilskeudennoù a vo kinniget ivez e meur a lec’h, Ti ar Glad Kemper, mediaoueg an Erge-Vihan hag hini Penhars en o zouesk.
En diskouezadeg e vo enframmet un atalier ma c’hallo an holl skrivañ ha tresañ. Gouestlet e vo ul lec’h ivez d’an oberennoù savet gant an gweladennerien. Da vare an diskouezadegoù e vo aozet pourmenadennoù treset hag atalieroù-engravañ gant Emma Burr ha devezhioù mikroembann gant Joël Kérouanton.

An arzourien

Emma BURR

“Me zo ganet e Bro-Saoz e 1971 e-kichen Manchester hag e Frañs emaon o chom abaoe ugent vloaz, da gentañ e Pariz ha bremañ e Gwened. Studiet em eus an arzoù neuziañ e Bro-Saoz hag ar graferezh e Bro-Frañs. Desachet on bet gant an dremmvroioù-kêr ha re ar porzhioù hag en em droet on war-zu un treserezh tost d’ar vandenn-treset.
A-drugarez d’al labourioù-se em eus savet raktresoù en Oriant, Gwened ha Sant-Nazer evit dizoleiñ ha tresañ ar c’hêrioù gant o annezidi. Tresañ a ran diouzh skeudennoù hag a dennan e-doug ma fourmenadennoù.
Klask a ran mirout ar pep pouezusañ. Tennañ a ran a-wechoù ar stummoù a zo en dalenn gentañ : ar gwez, ar bodoù, ar panelloù, ar c’hirri-tan... hag implijout a ran meur a deknik : kreion du, kreion liv, dourlivadur, glaouenn-dresañ, pastel, liv-skrivañ Sina, engravadur...”
Muioc’h a ditouroù war eburr.canalblog.com / Instagram : @emmaburr38

Joël KEROUANTON

“N’on ket bet plijet atav gant ar skrivañ hag al lenn. Disachet e oan kentoc’h gant foñs ar sal-glas, ar sportoù-rinklañ ha tro an tavarnioù. Met a-drugarez d’ar skritur on deuet da vezañ desaver arbennikaet war ur bag-teatr evit un DSSL (diazezadur ha servij skoazellañ dre al labour). A-drugarez dezhi em eus kenlabouret gant ar c’horollour Larbi Cherkaoui (hep anavezout an dañs), pe c’hoazh on bet on e-karg eus un hentad enklask arzel en ur ensavadur stummañ evit labourerien sokial (penoas e tesk an ambrougerien gant an tud ambrouget ?). Kaset em eus en-dro ivez chomadennoù skrivañ ral met hir.
An troioù-kaer-se o deus awenet levrioù (ha ne oant ket raktreset) ha marteze o defe distummet ac’hanon betek ma skrivfen levrioù (diouzh an noz) hag empentfen arnodoù-lenn a-stroll. D’ober petra ? Da ginnig ur lec’h arnodiñ ha klask lakaat an annezidi da gemer perzh er grouidigezh lennegel a-vremañ.
Penoas ? O reiñ lañs da subjektivelezhioù an dud hag o lakaat war-wel traoù dic’hortoz. Aozet e vo an enklaskoù-se e Kemper gant Emma Burr, e-lec’h ma tresimp ha skrivimp ar gêr gant hon spered-krouiñ hag hini an annezidi. ”
Muioc’h a ditouroù war joelkerouanton.fr

Emgavioù a-hed an diskaramzer

Emgavioù gant Emma Burr

Deuit da ziskouez ho lec’hioù muiañ-karet ha urzhiadit !

Mont e-barzh frank (gant ur pass yec’hedel e talvoud)

D’ar Sadorn 16 a viz Here / 2e-5e
Ti-karter ar Vilin wer – 47 Hent Prateyer

D’ar Merc’her 20 a viz Here / 2e-5e
Ti yaouankiz ha sevenadur Kerfeunteun – 4 straed Teilhard de Chardin

D’ar Gwener 22 a viz Here / 1e-4e gant Joël Kérouanton
Silène Café. 18 Hent Glaz

D’ar Sadorn 23 a viz Here / 2e-5e gant Joël Kérouanton
Mediaoueg an Erge-Vihan – 18 straed Roger Salengro

D’ar Sadorn 13 a viz Du / 2e-5e gant Joël Kérouanton
Mediaoueg Penhars – 53 straed Paul Borrossi

D’ar Merc’her 17 a viz Du / 2e-5e
Kae-lestrañ, ti-raktres ar Gar-Park – 4 straed Jakez Karter

D’ar Merc’her 1tañ a viz Kerzu / 2e-5e
Café solidaire – 15 straed Santez-Tereza

D’ar Sadorn 4 a viz Kerzu / 2e-5e
Mediaoueg Alain-Gérard – Reper Julien Gracq

An abadennoù hag an emgavioù a vo anezhe c’hoazh e 2022.

Informations pratiques

  • Le 16/10/2021