• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Pevar diskouezadeg nevez e Prioldi Lokmaria

Degemer Neventi Neventi

Pevar diskouezadeg nevez e Prioldi Lokmaria

Pevar diskouezadeg nevez e Prioldi Lokmaria Strollad collectif Le ResteCollectif Le Reste
Le 30/09/2021 • Mis à jour le 30/09/2021 | 11h29

Astennet e vez implij sal diskouezadegoù Prioldi Lokmaria gant Kêr Gemper. E-mod-se e c’heller dizoleiñ al labour kaset da benn gant meur a arzour. Mont e-barzh frank ha digoust.

Prioldi Lokmaria : 1 plasenn Bérardier – Kemper

D’Azur au Bélier Passant

Strollad Collectif Le Reste, gant Guillaume De Seyssel, Roxane Lucas, Maël Lannou, Léa Gavard, Dyaïeaïe ha Félix Gabisson.

Eus ar 1tañ d’ar 16 a viz Here : d’ar Merc’her eus 2e da 7e noz / d’ar Gwener eus 3e30 da 8e30 noz / d’ar Sadorn eus 2e da 7e noz / d’ar Sul eus 2e da 7e noz

“D’Azur au Bélier Passant”, setu anv diskouezadeg ar strollad Le Reste savet gant arzourien eus Kemper. Awenet int bet gant amzer grenn ar Prioldi, e istor hag e vojennoù ha kinnig a reont oberennoù savet diwar awenoù ha doareoù da grouiñ dieub. Kemmesket e vez prederioù, mennozhioù, pleustroù teknikel ha selloù liesseurt tro-dro d’an tem-mañ.
Digorlid d’ar Gwener 1tañ a viz Here da 6e noz.

Mont e-barzh frank
06 40 12 81 80 pe 06 60 08 53 72
Instagram : @collectif.lereste
lereste808@gmail.com

Bol d’Art e Pliodi Lokmaria

Eus ar 5 d’ar 14 a viz Du, eus 10e da 7e noz bemdez (d’ar Sul ivez / digor adalek 6e noz d’ar 5 a viz Du / klozadur da 6e d’ar 14 a viz Du)

Estlammet e veoc’h gant krouidigezhioù un degad arzourien eus bro Frañs.
War ar roll : teknikoù krouiñ liesseurt (livadur, kizelladur, hag all...).
Aozet e vo un dibunadeg saeioù paper da vare an digorlid ha meur a wech e-doug an dibennoù-sizhun (deiziadoù ha eurioù o tont).
Digorlid d’ar Gwener 5 a viz Du da 6e noz

Mont e-barzh frank
06 61 59 58 11
Facebook : Bol d’art
blandine-cousin@outlook.fr

A Vous Art
Arz Kemper

Eus an 18 d’an 28 a viz Du eus 1e da 6e (d’ar Sul ivez)

“Deomp-ni a liv
Deoc’h-c’hwi a wel
Deuit ganeomp er Prioldi”
Dirgorlid d’an 19 a viz Du da 6e noz.

Mont e-barzh frank
06 33 58 39 66
moguevel@wanadoo.fr

Brin de magie, marc’had Nedeleg

Eus ar 1tañ d’ar 24 a viz Kerzu eus 11e da 7e noz (d’ar Sul ivez / digoradur da 2e d’ar 1tañ a viz Kerzu / klozadur da 6e noz d’ar 24 a viz Kerzu).

Un ugentad krouerien a ginnigo o c’hrouidigezhioù deoc’h hag un nebeut lipouzerezhioù evit leuniañ ho poutegad Nedeleg (hag evit ober ho listad !).

Bravigoù, kinklerezh, gwiad, livadurioù, priajoù, chokolad, gwastilli... evit an holl yalc’had ha an holl c’hiz.

Tro ho po ivez da doullañ koaz gant ar grouerien a vo aze e-pad o mareoù-degemer.

Mont e-barzh frank
06 68 47 84 39
rose.goardet@wanadoo.fr
brindemagie.wordpress.com
Facebook : facebook.com/brindemagie
Instagram: @brin.demagie