• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Distro an abadennoù Kan ba’n dañs er skol muzik hag arz an teatr

Degemer Neventi Neventi

Distro an abadennoù Kan ba’n dañs er skol muzik hag arz an teatr

Distro an abadennoù Kan ba’n dañs er skol muzik hag arz an teatr Distro an abadennoù Kan ba'n dañs er skol sonerezh hag arzoù teatr
Le 29/09/2021 • Mis à jour le 29/09/2021 | 13h45

Adkregiñ a ra an abadennoù Kan ba’n dañs en diskar-amzer-mañ e SMAT Kemper (Skol muzik hag arz an teatr).

Un obererezh kan ha dañs digor d’an holl

Buhezet e vez an abadennoù gant Jean-Luc Le Mouel (dastumer ha kaner a-vicher). Dek abadenn div eurvezh a vo ar bloaz-mañ da 6e30 noz er sal Ravel :

  • D’ar 7 ha d’an 21 a viz Here
  • D’an 18 a viz Du
  • D’ar 16 a viz Kerzu
  • D’an 13 ha d’ar 27 a viz Genver
  • D’an 3 a viz C’hwevrer
  • D’an 3, d’an 10 ha d’ar 17 a viz Meurzh

Ar blijadur da ganañ en ur zañsal a-stroll en ur strollad a dregont den. Un doare da dostaat war bouez ouzh ar c’han, ar brezhoneg hag an dañs pe da c’houzout hiroc’h war an tachennoù-se. N’eus rakrekiz ebet da gaout.

“Ar c’han ba’n dañs”, eus petra ‘zo kaoz ?

E kevredigezh hengounel Breizh e kemer perzh ar c’hanerien e dañs-tro an dañsourien ha diouzh an tiriad e c’hell kanañ ivez an holl zañsourien. Tamm ha tamm o deus ar balioù gwanaet an eskemmoù soutil etre an ton, an testenn ha an dañs a oa anezhe gwechall er rondoù nes-se. Gant an heuliad-se e vez kinniget d’ar re a zo dedennet gant ar sonerezh, ar c’han pe an dañs adkavout diazezoù ar pleustr-mañ ha kompren e arvezioù n’haller ket digevredañ an eil re diouzh ar re all.

Titouroù

Digor eo an enskrivadurioù d’an holl. Priz evit dek abadenn : 63 €.

Graet e vo an enskrivadurioù e-pad an abadenn gentañ. Tu ‘zo ivez hag erbedet eo mirout e blas dre bostel gant Christian Faucheur, kenurzhier rann sonerezh hengounel ar skol muzik : christian.faucheur@quimper.bzh.

Evit kemer perzh en abadennoù Kan ba’n dañs eo ret doujañ ouzh ar reolennoù yec’hedel e talvoud.

Informations pratiques

  • Du 07/10/2021 au 17/03/2022