• Brezhoneg
  • Brezhoneg

KempeR’Ose – D’ar sul 3 a viz Here 2021

Degemer Neventi Neventi

KempeR’Ose – D’ar sul 3 a viz Here 2021

KempeR’Ose – D’ar sul 3 a viz Here 2021 KempeR'Ose - Skeudenn : jae-jacinthenguyen
Le 24/09/2021 • Mis à jour le 24/09/2021 | 08h54

Aozet e vez KempeR’Ose evit ar miz Here Roz, ur c’houlzad stourm a-enep da grign-bev ar vronn. Evit ar wech kentañ e vo kemmesk an redadeg, kerzhet pe redet. Digor d’an holl eo adalek 10 bloaz. (Ar bugale dindan 10 bloaz a rank mont gant un den deuet.)

Diwar un redad a c’hwec’h kilometr e treuzo ar berzhidi kreiz-kêr Kemper oc’h heuliañ un heñchadur merket. C’hoant en deus an darvoud degemer an holl remziadoù ha bezañ laouenek. (Ne vo ket euriet ar redadeg.)

Betek 2500 perzhiad a c’hell bezañ degemeret. (Ret eo ar pass yec’hedel evit an holl a-us da 12 bloaz.) Kitoù ha kelc’hioù-brec’h a vo roet da bep hini e-pad an enskrivadurioù goude bezañ diskouezet ar pass yec’hedel. A-drugarez d’ar c’helc’h-brec’h-se a vo ret gwiskañ e vo tu mont war ar blasenn aesoc’h.

11 euro eo priz ar mont tre. Ul lodenn eus ar c'hounidigezh a vo implijet a-lec’hiennoù evit sikour tud a zo gant krign-bev ar vronn.

War blasenn Sant-Kaourantin e vo staliet ivez ur gêriadenn diarbenn a 80 metr-karrez 25 den a vicher enni gant ginekologourien medisined, klañvdiourezed, sport azas, prederiadoù sokio-kened, atalier en em deuta, bouedourezed...

Neventi ar bloaz-mañ : er gêriadenn e vo buhezet ul lec’h diskuizh gant pemp kine a-youl-vat, amañ evit dorloiñ ar berzhidi a-raok pe warlerc’h ar redadeg hag evit kuzuliañ diwar-benn emzalc’hioù pe embregoù.

Talbenn an Ti-kêr, balkon Mirdi an arzoù kaer hag ul lodenn eus ramparzhioù straed an douvezioù a zougeno livioù an darvoud e-pad ur sizhunvezh evit skoazellañ ar stourm a-enep krign-bev ar vronn.

Dasparzh ar c’hitoù

  • Eus 5e30 da 7e15

- D’ar yaou 16 a viz Gwengolo : embregerezh Kerhis e Kastellin – ZAC Penn ar Roz

- D’ar gwener 15 a viz Gwengolo : embregerezh OCEADE Bretagne e Konk Kerne – 36 straed Léopold Sédar Senghor

  • Eus 10e da 6e noz

- D’ar sadorn 18 a viz Gwengolo : intersport Carrfour - Kemper

- D’ar sadorn 25 a viz Gwengolo : Concession BMW – Kemper – 5 straed Joseph Cugnot

Programm

  • Da 9e – digor ar gêriadenn
  • Da 9e40 – diskour kinnig
  • Da 9e55 – korollerezh
  • Da 10e15 – loc’hañ ar redadeg
  • Da 10e30 – loc’hañ ar gerzhadeg

Buheziñ

  • Kêriadenn diarbenn, eus 9e da greisteiz
  • Salsa, eus 11e da 11e45
  • Da greisteiz – Tennañ d’ar sort, un niverenn e-touesk ar re a vo enskrivet war ar c’helc’hioù-brec’h – ur prof da c’hounit

Sifroù ar redadeg

  • 75 den a-youl-vat
  • 31 keveler
  • 25 tud a-vicher evit ar yec’hed
  • Redadeg kentañ : 1230 perzhiad / 12 300 € dastumet
  • Eil redadeg : 1830 perzhiad / 28 300 €

Ar pezh ‘zo bet kaset war-raok gant gounidigezh 2019

  • Mekanik tokarnoù

Prenadenn ur mekanik a deknologiezh uhel evit tokarnoù yenet hag a zigresk koll ar blev e-pad ar gimioterapiezh.

Lec’h : Pennospital Kerne (19 000 euro)

  • Servij lunerezh mezegel ha kuzuliadenn bronnlun

Modernaat ar sal-gortoz hag al logelloù-bronnlunerezh

Nevezadurezh ar c’hadorioù-brec’h hag an taolioù, skignañ sonerezh dous ha kinkladur al lec’h evit ma vo degemeret ar maouezed en un endro seder hag heson

Lakaat ar c’hlañvourezed d’en em sentout gwelloc’h e-pad ar c’huzuliadennoù pe evit heuliañ ur c’hrign-bev

Lec’h : Pennospital Kerne (6 200,63 €)

  • Tokarnioù galloudel 3D

Prenet ez eus bet pevar tokarn galloudel da vezañ implijet gant unvez ar surjianerezh war an deiz e-pad kimioterapiezhioù hir. E-mod-se e c’hello ar c’hlañvourezed gouzañv gwelloc’h ar mare-se.

Lec’h : Pennospital Kerne (1 072,24 €]

  • Skoazell arc’hant d’ar c’hlañvourezed gant aozadurioù

Kemper Institut du Sein : Skoazell evit prenadeg tulbanoù pe lienerezh arbennikaet (1 000 €)

Entraide Cander : Skoazell evit obererezhioù sport azas e Douarnenez (jiminas pe akwajiminas) gant ar Pennospital (1 000 €)

Informations pratiques

  • Le 03/10/2021