• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Mizvezh ar brezhoneg : oberoù an Ti-kêr hag an Tolpad-Kêrioù

Degemer Neventi Neventi

Mizvezh ar brezhoneg : oberoù an Ti-kêr hag an Tolpad-Kêrioù

Mizvezh ar brezhoneg : oberoù an Ti-kêr hag an Tolpad-Kêrioù Mizvezh ar brezhoneg : oberoù an Ti-kêr hag an Tolpad-Kêrioù
Le 25/02/2021 • Mis à jour le 08/03/2022 | 16h30

E miz Meurzh e vez enoret ar brezhoneg. Bep bloaz e vez brudet an deskiñ hag an implij eus ar brezhoneg gant an abadennoù-se.

Brudañ ha diorren ar brezhoneg zo un engouestl kreñv evit Ti-kêr Kemper, gant ar c’hoant d’en em harpañ war nerzhioù bev ar c’horn-bro.

Dre ma ne c’haller ket kinnig abadennoù dirak tud abalamour d’ar blegenn yec’hedel m’emaomp bremañ, emañ Kemper Breizh Izel ha Kêr Gemper o seveniñ oberoù a bep seurt. Tro a vo ivez da lakaat war wel obererezhioù a zo anezho dija ha da ginnig an nevezentioù a-fet talvoudekaat ar brezhoneg.

Ti ar glad : levrioùigoù brezhonek evit ar re vihan hag ar re vras

ERGERZHERIEN – Dizoloit Kemper gant Maout Voir l'image en grand

E kenlabour gant Ofis publik ar brezhoneg (OPAB) eo bet troet gant Ti ar Glad al levrig « Dizoloit Kemper gant Maout », evit ar re 6-12 vloaz, un droiad d’ober gant ar familh.

Savet eo betr al levrig-c’hoari-se da-geñver ur raktres tutoret er Master Glad e Kemper ha berzh bras en doa graet warlene. Kinniget eo al levrig d’ar familhoù a-bezh met ouzh ar stur emañ ar vugale. Gallout a reer c’hoari e-unan pe gant un heñcher-prezegenner a zeu da vezañ mestr al lid un tamm.

Ur wech diskoulmet al luziadelloù e vez lakaet ar vugale da vont da dapout ur prof (kartennoù-post gant an holl dudennoù – treset-holl gant @pernette_illustrations - instagram) e Ti an Douristed. E brezhoneg eo bet troet an tres ivez el levrig.

Voir l'image en grandHENTAD – Dizoleiñ Kemper

E kenlabour gant an OPAB eo bet troet al levrig-mañ da zizoleiñ Kemper, gant Ti ar Glad. Ul levrig-dave eo evit ober anaoudegezh gant Kemper dre dri hentad a gaso an douristed da greizig-kreiz kêr, da Lokmaria ha da garter ar bloavezhioù 30…

Evit an dud eus ar vro kement hag evit an douristed. Skeudennaouet a-zoare gant luc’hskdeudennoù kaer, tresadennoù an oberour ha gant luc’hskeudennoù tennet eus dielloù.

E brezhoneg emañ an tres ivez e levrig.

Gallout a reer kavout an daou levrig-se evit netra e Ti ar Glad hag an Douristed.

Oberoù Mediaouegoù Kemper Breizh Izel

Danvezioù brezhonek lakaet gwelloc’h war wel war al lec’hienn internet

Lec’hienn Genrouedad ar mediaouegoù a vez hizivaet ingal evit
talvoudekaat an danvezioù a c’haller lenn enno. Nevez zo e oa bet krouet ur verradenn war ar bajenn degemer. Ganti e c’haller mont da lenn un dibab danvezioù brezhonek pe traoù diwar-benn sevenadur Breizh, e galleg hag e brezhoneg, hag a c’haller kavout er mediaouegoù.

An dastumadoù teulioù evit an dud deuet (1 700 teul-dave), teulioù evit ar re yaouank (ouzhpenn 870 teul-dave) ha teulioù prestet gant Ti ar Vro (ouzhpenn 2 300 oberenn) a vez kinniget dre 3 hent moned : « Brezhoneg Oadourien / Brezhoneg Yaouankiz / Ti ar vro ».

Gant an hentoù moned-se da dizhout roll ar mediaouegoù e c’hall an dud ober enklaskoù finoc’h (dre lec’h, dre rummad, dre rann,…). En hevelep doare hag evit kavout an holl deulioù a zo er mediaouegoù e c’hallont lakaat mirout an oberennoù ha lakaat anezho da zont d’al levraoueg tostañ d’o zi.

War ar bajenn-se gouestlet d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh e ra al levraouegerien war-dro ur rubrikenn « dizoleiñ » ma vez kinniget un dibab traoù o deus plijet anezho. E kenlabour gant Radio Kerne, erfin, e vez enrollet ingal gant al levraouegerien kronikennoù diwar-benn nevezentioù ar mediaouegoù pe al levrioù.

Tun : Pelec’h kavout lec’hioù brezhonek er mediaouegoù ?

Al levrioù brezhonek a vez kavet er rann « yezh » evit an dud deuet pe evit an dud yaouank peurliesañ. Evit kavout anezho eo trawalc’h goulenn ouzh al levraouegerien, pe sellet e-barzh ar roll pe mirout al levrioù dre al lec’hienn Genrouedad pe lakaat degas anezho er vediaoueg choazet ganeoc’h.
Ul lodenn vras eus an dastumad zo er vediaoueg Alain Gérard e Kemper : al levrioù brezhonek, koulz hag ar re a zo e Dalc’had Ti ar Vro, a c’hall bezañ implijet en un doare frank hag amprestet.

Ul lec’h gouestlet da sevenadur Breizh ha d’ar glad lec’hel

E-barzh ar greizenn « Glad ha Kerne », hag a zo er vediaoueg Alain Gérard, e vez miret ha kresket dastumadoù a-fet glad : kazetennoù kozh, levrioù rouez, dornskridoù, kartennoù…

Gallout a ran an dud ober anaoudegezh gant an dastumadoù puilh-se el levraoueg niverel :

Kentelioù enlinenn evit an deraouidi hag an dud a gar Breizh

E lec’hienn Genrouedad ar mediaouegoù, dre an danvezioù « stummañ enlinenn » : servij Skilleos », e c’hall an holl dud koumanantet heuliañ ur gentel enlinenn : « Breton - Express / Apprendre le Breton en ligne pour débutant par Speakeos ». Gant ar gentel-se e c’haller deskiñ war-dro 400 ger e-touez ar re implijetañ pa vezer o veajiñ pe pa vezer o komz.

Ar Glad e Kemper, podskignadoù brezhonek

E-pad devezhioù diwezhañ ar Glad e oa bet roet lañs gant Kêr Gemper ha Ti ar Glad d’an heuliad « Glad dindan ho meud », podskignadoù gouestlet da c’hlad Kemper gant ur c’houlzad kentañ ennañ seizh pennad diwar-benn istor ar yec’hed e Kemper.

Da c’hortoz an eil koulzad ez eus bet savet gant Kêr un heuliad podskignadoù brezhonek « Ar Glad e Kemper », gouestlet da c’hlad Kemper.

War ar roll :

  • Istor ti-kêr Kemper
  • Ti-kêr Kemper
  • Istor iskis e tour an iliz-veur

Dont a raio an tri fennad-se er-maez a-benn nebeut. Gallout a reer selaou holl bodskignadoù Kêr Gemper war quimper.bzh ha war ar savennoù pennañ (Apple Podcast, Spotify, Deezer, Soundcloud).

Oberoù kehentiñ ar Pol eskemmoù liesvod

Abaoe miz Du 2020 eo boulc’het al labourioù evit kas ar raktres Pol eskemmoù liesvod da benn.

Boulc’het eo al labourioù war ar rouedadoù hag e miz Kerzu 2021 e vint echuet. Da-geñver al labourioù-se e vez kinniget ar skoroù kehentiñ a bep seurt e galleg hag e brezhoneg.

Panelloù evit al labourioù (da vezañ staliet a-benn nebeut)

Voir l'image en grand

Voir l'image en grand

Voir l'image en grand

Panelloù titourañ e karter ar gar (da vezañ staliet a-benn nebeut)

Voir l'image en grand

Digeriñ ur c’hlas divyezhek nevez e Kemper

E Kemper ez eus div skol divyezhek publik (Jacques Prévert hag Yves ar Mañcheg) en deiz hiziv hag un deirvet skol a vo digoret e miz Gwengolo er strollad skolioù Edmond Michelet e karter ar Bradenn.

Er c’hlasoù-se e vez kelennet e brezhoneg hag e galleg hanter-ouzh-hanter, eus ar skol-vamm betek dibenn ar c’hentañ derez.

Ne vez ket dalc’het kont eus al lec’h m’emañ ar familhoù o chom evit enskrivañ ar vugale er skolioù divyezhek publik e Kemper. Adalek an 8 a viz Meurzh e vo gallet enskrivañ ar vugale en ti-kêr kreiz. Evit al lec’hienn nevez Edmond Michelet e vo kelaouet ar familhoù e miz Meurzh.

Zoum war ar bodad tra-kêr evit ar brezhoneg

E miz Kerzu tremenet e oa bet krouet gant Kêr Gemper ar bodad tra-kêr kentañ gouestlet d’ar brezhoneg. Dilennidi ha dileuridi kevredigezhioù zo ennañ.

Evit gouzout hiroc’h

Goude un emvod evit diazezañ an traoù e oa bet dalc’het an emvod kentañ e-kreiz miz Genver evit reiñ lañs d’al labour kensevel, etre an ti-kêr hag ar c’hevredigezhioù, da dalvoudekaat ar brezhoneg.

Ar palioù kentañ termenet eo :

  • Kinnig oberoù d’an Ti-kêr evit gallout tizhout live 3 ar garta « Ya d’ar brezhoneg » *,
  • Sevel ur brastres evit ar politikerezh yezh er gumun.

E deroù miz Meurzh e vo gallet lenn rentañ-kont an emgav-se e lec’hienn Genrouedad ar Gumun.
D’an 3 a viz Meurzh e vo an emvod a zeu.