• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Sklêrijennadeg Nedeleg zo lañset

Degemer Neventi Neventi

Sklêrijennadeg Nedeleg zo lañset

Sklêrijennadeg Nedeleg zo lañset Gouleier e Kemper
Le 16/12/2020 • Mis à jour le 16/12/2020 | 11h36

Evit lidañ fin ar bloaz 2020 he deus divizet kêr Gemper derc’hel ha ledanaat tachenn ar sklêrijennañ e kêr.

Roet e oa bet lañs da sklêrijennadeg Nedeleg d’ar Sadorn 28 a viz Du, un devezh merket dreist-holl gant addigoradur an holl stalioù.

Ur roll klok a arvestoù hag a abadennoù a-hed miz Kerzu a oa bet savet gant an Ti-kêr.

An holl ouelioù a oa diazezet er bloaz-mañ war un tem bras evit an holl, « Treizherien gouloù », hag a vode kalz a raktresoù gant ar gumun, ar gumuniezh-kumunioù hag ar c’hevredigezhioù.

Abalamour d’an enkadenn yec’hedel ha goude un emgav gant servijoù ar Prefeti en deus divizet an Ti-kêr nullañ an abadennoù raktreset.

Takad ar sklêrijennañ

Garlantezioù e stumm ur selad gouleier zo bet staliet e :

  • Straed ar Gereon
  • Straed an Tog Ruz
  • Straed Elie Freron

Garlantezioù e stumm tresoù o tremen hag o tistremen zo bet staliet e :

  • Straed Aristide Briand
  • Straed Reun Madeg
  • Kae Porzh ar Gwin
  • Straed ar Froud ha straed Toull al Laer
  • Straed Sant-Frañsez
  • Straed ar Gigerien
  • Straed ar C’hig-sall
  • Straed ar C’hoc’hu
  • Straed Astor
  • Straed Amiral de la Grandière
  • Straed Sant-Vaho
  • Straed ar Geoded
  • Straed Laeneg
  • Straed Santez-Katell
  • Straed Aristide Briand
  • Straed an Hiris

Garlantezioù e stumm tresoù war ur peul kreiz zo bet staliet e :

  • Plasenn Douar an Dug
  • Plasenn Maubert

Frizennoù goulaouek a vo gwelet war:

  • Mogerioù Liorzhoù an Eskopti
  • Treuzell ar C’hab Horn
  • Pont Pichat
  • Pont Santez-Katell
  • Adti-kêr Kerfeunteun.

Gwisket e vo ar gwez gant gouleier e :

  • Plasenn Sant-Vaho
  • Straed ar Park – Amiral Kergelenn (betek Pont Firmin)
  • Straed ar Roue Grallon ha plasenn Sant-Kaourantin (betek ar straed Elie Freron)
  • Kae ar Stêr-Deir
  • Plasenn Jakez Karter
  • Plasenn ar Stivell
  • Boulouard Dupleix – C’hoariva Max Jacob
  • Plasenn ar 118vet Rejimant Troadegiezh

C’hwec’h gwezenn-sapr Nedeleg kinklet gant gouleier zo bet staliet e :

  • Plasenn an Amann
  • Plasenn Douar an Dug
  • Plasenn ar Gar
  • Adti-kêr an Erge-Vihan
  • Adti-kêr Penharz
  • Adti-kêr Kerfeunteun

Nevezentioù 2020

  • Sklerijennañ an iliz-veur

Gant un arvest tan ha kurun nevez anvet « Kejadenn » he dije ranket an iliz-veur bezañ gwisket gant ur pezh dilhad gouleier nevez.

Ampellet eo ar grouidigezh-mañ da 2021, met sklêrijennet e vo an iliz-veur adalek an 18 a viz Kerzu bemnoz etre 5e ha 8e noz.

Gant gouleier a-ratozh e vo lakaet savouriezh an iliz-veur war wel : korzennoù, porchedoù, pileroù-harp ha dreist-holl ar gwerennoù-livet, a ginnigo gant ur strobad luc’hvannerioù lakaat o gouloù da dremen war-zu an diavaez.

  • Ledanaat takad ar sklêrijennadeg

Daou garter buhezek e-kichen kalon kreiz-kêr, gant stalioù enno, zo bet sklêrijennet. Luc’hvannerioù zo bet staliet e karter ar Stivell, tra ma’z eo gwisket ar postoù-gouloù gant gouleier e karter ar gar.

Ledanaet e vo c’hoazh an takad e 2021 e meur a garter e kêr.

Un nebeud sifroù

  • 1 165 kinkladur (frizennoù, garlantez, hag all.…) a ya d’ober ar c’hlinkadurioù sklêrijennañ,
  • Gouleier ar wezenn Nedeleg staliet e straed ar Roue Grallon a c’hoarvez eus ur c’harlantezenn 20 m hed, aveet gant 148 a glogorennoù led diloc’h, 52 a glogorennoù led steredennus hag ur c’hinkladur e stumm ul letern gant ur c’halloudegezh 23 watt.
  • Ur selad gouleier e straed ar Gereon a c’hoarvez eus 104 garlantezenn 20 metr, 148 a glogorennoù led war bep hini anezho, da lavarout eo 15 302 a glogorennoù led, gant ur c’halloudegezh 1 768 watt, war un gorread 4x130m.
  • Koust an eur : nebeutoc’h evit 5€/eur evit kêr a-bezh.

Eurioù

Evit ma c’hellfe an darn vuiañ eus an dud tennañ splet eus ar sklêrijennañ e Kemper, e vo lakaet ar gouleier war enaou d’an eurioù-mañ :

  • Diouzh an noz : eus 4e da 11e
  • Diouzh ar mintin : eus 7e30 da 9e30
  • D’an dibennoù-sizhun hag etre ar 24 a viz Kerzu hag an 2 a viz Genver e vo lazhet ar gouleier da 1e vintin.
  • D’ar 24, 25 hag 31 a viz Kerzu 2020 ha d’ar 1 a viz Genver 2021 e vo lezet ar gouleier war elum a-hed an deiz.

An deknologiezh implijet

Implijet e vez an deknologiezh led evit ar sklêrijenndeg ; evel-se e c’heller digreskiñ efed an energiezh evit ur c’halloudegezh staliet a 17 kwh well-wazh evit kêr a-bezh.

Koust

Koust hollek ar sklêrijennadeg zo 255 900 € PTB.