• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Krouidigezh ur bodad trakêr « Brezhoneg »

Degemer Neventi Neventi

Krouidigezh ur bodad trakêr « Brezhoneg »

Krouidigezh ur bodad trakêr « Brezhoneg » Krouidigezh ur bodad trakêr "Brezhoneg" Photo : Jean-Jacques Banide
Le 15/12/2020 • Mis à jour le 15/12/2020 | 18h18

Krouet e vez Gant Ti-Kêr Kemper ar bodad trakêr kentañ gouestlet d’ar brezhoneg.

Bodadoù trakêr evit ma c’hellfe ar geodedourien kemer perzh

E kreiz hor raktrez politikel emañ lakaat ar geodedourien hag aktourien ar vro. Krouiñ ar bodad trakêr-mañ a zo un elfenn a bouez eus ur politikerezh hollek demokratelezh -perzhiañ ha divizadeg. Tu zo ober kement-mañ diwar ar mellad L.2121-22 kod hollek ar strollegezhioù lec’hel. Ma c’hell ar bodadoù trakêr reiñ alioù hag ober kinnigoù, ez eo ar c’huzul-kêr a rank divizout.

Kevrediñ ar geodedourien, klask o skiant-prenet, lakaat an diviz etre an dilennidi hag ar geodedourien da vezañ bev dre an demokratelezh lec’hel , setu palioù ar bodadoù trakêr.

N’eo ket dre zegouezh eo gouestlet an hini kentañ d’ar brezhoneg. Kreñv eo an engouestloù politikel war an dachenn-mañ, gant ar volontez d’en em harpañ war nerzhioù bev an tiriad evit diorren ha lakaat da skediñ ar brezhoneg. A-hed ar respet, e c’hello neuze an dilennidi hag ar c’hevredigezhioù lec’hel kemer perzh er preder hag en ober evit skignañ ha talvoudekaat ar brezhoneg e buhez ker Gemper.

Palioù sklaer hag uhel war ar prantad

E kerzh un emvod dalc’het e penn kentañ miz Du, an dilenndidi hag ar c’hevredigezhioù o deus gellet termeniñ an doareoù labour etre an ti-kêr hag aktourien ar brezhoneg.
Ar palioù kentañ termenet o vezañ :

  • Kinnig obererezhioù d’an ti-kêr evit tizhout al live 3 karta « Ya d’ar brezhoneg »
  • Sevel ur steuñv yezhel evit kêr Gemper

Roll labour an emvodoù hag an temoù studiet a vo dibabet a-stroll.
Rakjedet e vez 5 emvod labour bep bloaz.

Ul labour ken-sevel etre dilennidi ha kevredigezhioù

Ar bodad trakêr a labouro evit ober kinnigoù war an tachennoù da heul :

  • ar c’helaouiñ
  • ar panellerezh batimantoù hag hentoù
  • an diorren kelenn divyezhek ;
  • bed ar vugaligoù ;
  • an dudi e brezhoneg .
  • stummadur an implijidi

Ur bodad digor :

Izili kentañ ar bodad , dilennidi ha kevredigezhioù a zo :

Dilenn.idi .azed Kêr Gemper :

  • Nabila Prigent : Eilmaerez karget eus ar vuhez sokiosevenadurel, buhez ar c’hevredigezhioù, ar brezhoneg hag implij an niverel
  • Anna-Vari Chapalain : Kuzulierez-kêr dileuriet evit ar brezhoneg hag al liesseurted
  • Nadine Urvois : Kuzulierez-kêr dileuriet evit sevenadur Breizh ;
  • Uisant Créquer : Eimaer karget eus an adneveziñ demokratel, ar c’hoskor hag an diviz sokial.
  • Marc Andro : Kuzulier-kêr dileuriet evit sturiañ ar politikerezhioù publik, bez prezidant KBI karget eus dedenn ar c’horn-bro, al lusk e Kerne, eus bevaat ar gumuniezh hag eus ar brezhoneg.
  • Gilbert Hascoët, kuzulier kêr
  • Karim Gachem : kuzulier kêr

Kevredigezhioù :

  • Ti ar Vro : Noémie Delaye, présidantez ha David Ansquer, rener ;
  • Diwan Kemper : Yann Guillamot ha Bruno Boisrobert ;
  • Div Yezh Kemper : Laëtitia Kergoat ha Ronan Leroy ;
  • Kevre Breizh : Tangi Louarn ;
  • Eveljust : Alan Foricher ;
  • Bannoù Heol : Arno Elegoet ;
  • Mervent : Yannig Menguy.
  • Bagad Kemper : Telo Mell

Al listenn n’eo ket klok hag e c’hello ar bodad trakêr degemer dilenn.idi.adezed ha kevredigezhioù all dedennet da gemer perzh. An eil maered ha kuzulierien, kuzuliadezed dileuriet gant kargoù resis a vo pedet d’an emvodoù a bledo gant tachennoù dindan o c’hiriegezh .

Gouzout hiroc’h diwar-benn « Ya d’ar brezhoneg »*,

Ker Gemper ha Kemper Breizh Izel o deus kroget meur a vloaz zo war hent diorren ha talvoudekaat ar brezhoneg. Evit kadarnaat ar volontez se ez eo bet divizet heuilhañ ar garta « Ya d’ar Brezhoneg » bet sinet gant Ofis publik ar Brezhoneg.

Tizhet eo bet al live 2 e 2015 a drugarez da oberezhioù talvoudekaat ar brezhoneg war dachenn ar gêr hag er vuhez foran dre :

  • Ar c’helouiñ ofisiel an ensavadurioù Kêr ha Tolpad kumunioù ,
  • An anvioù straed evit kêr Gemper ,
  • Panellerezh ar batimantoù, kirri an ti-kêr hag an tolpad kumunioù
  • An treuzdougen kêr.

Pal en dazont evit an ti-kêr ha Kemper Breizh Izel : tizhout ha sinañ live 3 ar garta

Un nebeutskouerioù eus skritelloù ha panelerezh divyezhek :

Voir l'image en grand

Evit kaout titouroù
Vefa Guénégan
e-karg eus ar brezhoneg
Kêr Gemper
TEL/PGZ:02 98 98 89 89
vefa.guenegan@quimper.bzh