• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Pakadoù evit an dud oadet : enskrivadurioù eus an 13 a viz Here d’an 30 a viz Du

Degemer Neventi Neventi

Pakadoù evit an dud oadet : enskrivadurioù eus an 13 a viz Here d’an 30 a viz Du

 Pakadoù evit an dud oadet : enskrivadurioù eus an 13 a viz Here d’an 30 a viz Du Pakadoù evit an dud oadet - Kêr Gemper
Archives
Le 13/10/2020 • Mis à jour le 16/10/2020 | 11h12

En arbenn d’an enkadenn yec’hedel he deus divizet Kêr Gemper chom hep aozañ pred ar re gozh ar bloaz-mañ. Koulskoude, evit soñjal en hon tud kozh hag evit kenderc’hel ar c’hustum en deus c’hoant ar c’huzul-kêr da virout ar pakadoù profet d’ar re gozh, da wellaat ar pezh a zo enno ha da ledanaat an ingalañ anezho.

Ar pakadoù evit an dud kozh, profet peurvuiañ d’an dud oadet etre 70 ha 72 vloaz, a vo roet ar bloaz-mañ d’an holl re oadet a 70 vloaz hag ouzhpenn (bet ganet a-raok ar 1a viz Genver 1950) hag a zo o chom e Kemper.

Enskrivadurioù

An enskrivadurioù a vo graet eus an 13 a viz Here d’an 30 a viz Du, gant diskouez un teul-anaout hepken, el lec’hioù-mañ :

  • e KOSG Kemper (8 straed Verderell)
  • pe en adti-kêr pep karter: Penharz, Kerfeunteun, An Erge-Vihan – serret d’al Lun (a-hed an devezh) ha d’ar Yaou (d’enderv).

An ingalañ

Ingalet e vo ar pakadoù eus an 8 aviz Kerzu betek ar 15 a viz Genver 2021. An dud a c’hallo dont da gemer o fakad d’al lec’h m’o deus lakaet o anv. Ar baperenn evit kaout ar pakad a vo goulennet groñs evit e zastum. Ma vez kemeret ar pakad evit un den all e vo goulennet diskouez un teul-anaout dezhañ ivez. Prientet e vo ar pakadoù gant an DSSL Kan ar Mor. Produioù a bep seurt eus ar vro a ya d’ober ar paneradoù lipous-se, gant ur prof ouzhpenn.

Titouroù

KOSG Kemper
Pgz : 02 98 64 51 00 /
ccas@quimper.bzh

Informations pratiques

  • Du 13/10/2020 au 30/11/2020