Distro ar sportoù : sturlevr nevez ar sportoù zo deuet er-maez

Degemer Neventi Neventi

Distro ar sportoù : sturlevr nevez ar sportoù zo deuet er-maez

Distro ar sportoù : sturlevr nevez ar sportoù zo deuet er-maez Sportoù ha Diduamantoù; TennisLuc’hskeudenn : Pascal Perennec
Le 28/09/2020 • Mis à jour le 28/09/2020 | 14h28

Amatourien sportoù natur, sportourien a live uhel, skolidi liezobererezhioù…An holl dud o defe c’hoant da c’houzout muioc’h war ur sport, diskoachañ ur c’hlub pe kavout titouroù war ur gentel bennak, a c’hell splujañ e sturlevr ar sportoù !

Al levrig, klok ha renevezet, a ginnig an holl sportoù kinniget gant ar c’hevredigezhioù evit an darn vrasañ eus an dud, an holl liveoù hag an holl oadoù mesket.

Ur gwir deñzor eo e-lec’h ma kavo Kemperiz titouroù pleustrek diwar-benn daveennoù ar c’hevredigezhioù, ar stignadoù buheziñ kinniget gant Kêr, an aveadurioù sport pe roll an abadennoù a vo arabat c’hwitañ warno.

Prizius eo al levrig-mañ evit aesaat difreaoù an danvez sportourien ha heñchañ anezho war-zu ar 75 sport kinniget gant ur c’hant bennak a gevredigezhioù sport eus Kemper.

Brudet eo kêr Gemper evit kalite ha liesseurted ar c’hinnigoù sport, kalite an aveadurioù hag an empleget m’eo ar vuhezourien. Hollbouezus eo pleustr ar sportoù evit ar c’henstag sokial, ar c’hempouez-buhez hag an darempredoù.

E tiez-kêr Kemper e vez kavet al levrig. Evit sellet ouzh an holl ginnigoù dudi a-fet sport ha sevenadur a zo er gumun, kit war :