Distro skol 2020

Degemer Neventi Neventi

Distro skol 2020

Distro skol 2020 Devezh an distro skol – Luc’hskeudenn Jean-Jacques Banide
Le 03/09/2020 • Mis à jour le 03/09/2020 | 16h25

Traoù a bouez e distro skol 2020

  • Endro yec’hedel – Covid-19
  • Hañv 2020 : stajoù advarrekaat aozet evit skolajidi Kemper
  • Ur stignad skoazell evit an deverioù e pep skol bublik adalek fin miz Gwengolo.
  • Ar GWATASMed zo leun amzer e klasoù Rummad ar re vras.
  • Kendalc’h ar greizenn-dudi sport ha ledanaat d’an obererezhioù sevenadurel

Evit gouzout hiroc’h war traoù a bouez an distro skol, pellgargit an teuliad kelaouiñ.

Eurioù ar skolioù - 2020/2021

Endro yec’hedel – Covid-19

Distro skol 2020 a rank ober gant an enkadenn yec’hedel ha klozadur ar skolioù rediet gant ar c’henfinañ adalek ar 16 a viz Meurzh 2020.

Ur sturlevr diwar-benn mont en-dro ar skolioù da vare enkadenn ar C’hovid 19, savet gant Ministrerezh an Deskadurezh-Stad, ar Yaouankiz hag ar Sportoù, a oa bet kaset e miz Gouere d’an holl strollegezhioù tiriadel, da servijoù didolpet ar Stad, da renerien hag izili ar gumuniezh desavadurel.

→ Lec’hienn web ar Ministrerezh

Protokol yec’hedel Ministrerezh an Deskadurezh Stad, ar Yaouankiz hag ar Sportoù a zispleg :

  • Ar reolennoù evit lakaat an dud da chom pell an eil diouzh egile
  • Lakaat ar jestroù herzel e pleustr : gwalc’hiñ an daouarn, gwiskañ ur maskl, aveliñ ar c’hlasoù
  • Lakaat harz da vonedone ar skolidi
  • Naetaat ha dilouezañ ar savadurioù hag an dafar
  • Ar stummañ, ar c’helaouiñ hag ar c’hehentiñ

Hervez emdroadur live redek ar viruz en deiz a hiziv e c’hallfe reolennoù hag erbedadennoù nevez bezañ lakaet e pleustr gant ar gouarnamant en devezhioù/sizhunioù da zont.