Penaos enskrivañ ar vugale er skol a-benn distro-skol 2020

Degemer Neventi Neventi

Penaos enskrivañ ar vugale er skol a-benn distro-skol 2020

Penaos enskrivañ ar vugale er skol a-benn distro-skol 2020 An distro-skol e skolioù Kemper - Luc’hskeudenn Jean-Jacques Banide
Le 16/06/2020 • Mis à jour le 16/06/2020 | 17h06

C’hoant ho peus da enskrivañ ho pugel en ur skol bublik e Kemper, er c’hentañ derez pe er skol-vamm, a-benn distro-skol 2020 ?

Emgav e degemer kreiz an ti-kêr pe kas ur postel da odile.helias@quimper.bzh (pgz 02.98.98.87.27).

Un testeni-enskrivañ a vo roet deoc’h ha pedet e vioc’h da vont e darempred gant rener pe renerez ar skol a bledo gant degemer ho pugel.

Evit peseurt bugale :

  • Ar vugale n’int bet er skol biskoazh
  • Ar vugale a zeu eus ur gumun all hag a yelo d’ar skol evit ar wech kentañ da Gemper
  • Ar skolidi a cheñch skol e Kemper, ma’z int skoliatet er ur skol bublik pe prevez all eus kêr dija.

Enskrivañ ar vugale dindan 3 bloaz

N’eus nemet ar vugale 2 vloaz hag ouzhpenn da vare an distro-skol a c’hell bezañ enskrivet. Ne c’haller degemer bugale nemet diouzh ar plas a zo er skol dibabet. Da gentañ-penn e vez degemeret ar vugale 3 bloaz hag ouzhpenn.

Tremen eus ar skol-vamm d’ar skol kentañ derez

Ma kendalc’h ar bugel da vont en hevelep strollad skolioù e Kemper, n’ho peus netra d’ober. Graet e vez war-eeun war-dro an degemer er c’hKP gant rener pe renerez ar skol.

Teulioù da reiñ :

  • Al levrig familh pe akta ganedigezh ho pugel
  • Un testeni annez
  • Un testeni mezeg evit an holl vaksinoù ret graet gant ho pugel
  • Un testeni eus ar c’hKGT (kef goproù-tiegezh) gant ho rannad tiegezhel
  • Ma’z eo skoliatet ho pugel dija, un testeni ezrollañ eus ar skol gozh
  • Un eilskrid eus ar varnadenn diouzh an dro
  • An teul-liammañ etre tud ar vugale, an ti-kêr hag ar skol

Pelec’h ?
Degemer Ti-Kêr Kemper
44 Plasenn Sant-Kaourantin Pgz 02 98 98 89 81

Eurioù digeriñ :
Eus al Lun d’ar Gwener eus 8e30 da 6e
d’ar Sadorn eus 9e da 12e

Toleadoù

Evit gwarantiñ ma vo kempouezet gwelloc’h niver ar vugale er skolioù eo bet rannet ar gumun e toleadoù hag a glot gant dalc’hioù Kêr Gemper. Ar skolioù-mamm hag ar skolioù kentañ derez zo dasparzhet e 6 takad diazezet war boazioù mont-dont ar familhoù.

Evit gouzout pe hini eo ho takad stag :

M’ho peus c’hoant da enskrivañ ho pugel en ur skol e-maez ho takad, goulennit an aotre

M’ho peus c’hoant da enskrivañ ho pugel en ur skol e-maez ho takad eo ret deoc’h eta kemer ur furmskrid da c’houlenn un dirojañs en ti-kêr pe pellgargañ anezhañ dre Internet.

Rankout a raio ho koulenn bezañ displeget ha kaset gant testenioù da-heul.

Ur bodad evit an dirojañsoù a sello pizh ouzh ar goulennoù divoas.

Un aotre dre wir leun a vo roet d’ar familhoù o deus ur bugel kentañ skoliataet er skol pe er strollad skolioù goulennet.

Taolit evezh : an dirojañs n’eo ket ur gwir, met un aezamant roet hepken, hervez abegoù ar goulenn, redi al laz hollek, ha gant ma vo trawalc’h a blas evit degemer ho pugel er skol goulennet.

N’emaoc’h ket o chom e Kemper met fellout a ra deoc’h enskrivañ ho pugel en ur skol bublik eus Kemper

Div skol a c’hallit dibab e-touez an holl skolioù publik a zo e Kemper. Kêr Gemper a lakaio anv ho pugel en unan eus ar skolioù dibabet ganeoc’h hervez ar plas a vo enni.

An toleadoù ne dalvezont ket evidoc’h :

  • m’emañ ho pugel en ur c’hlas ULIS skol
  • m’ho peus c’hoant da lakaat ho pugel en ur skol divyezhek galleg/brezhoneg, er skol Jacques Prévert pe er skol Yves ar Mañcheg.

Teuliadoù da reiñ :

  • un testeni implijer
  • un testeni doare diwall
  • un testeni mezeg pe n’eus forzh peseurt teul all.

Evit gouzout hiroc’h

Renerezh an Deskadurezh hag ar Vugaligoù
Pgz : 02 98 98 87 27

Ur blaketenn ditouriñ a gaver e degemer an ti-kêr e kreiz-kêr, en adtiez-kêr, er skolioù, er magourioù, el levraouegoù, er c’hreizennoù dudi, hag a c’hall bezañ pellgarget amañ dindan :