• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Prizioù dazont ar brezhoneg : kêr Gemper e-touez al loreidi

Degemer Neventi Neventi

Prizioù dazont ar brezhoneg : kêr Gemper e-touez al loreidi

Prizioù dazont ar brezhoneg : kêr Gemper e-touez al loreidi Le breton à QuimperLaurent Laveder
Le 04/06/2020 • Mis à jour le 04/06/2020 | 11h43

Aozet gant FR3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg, Prizioù dazont ar Brezhoneg, ar Prizioù, a zo savet bep bloaz evit loreañ tud, kevredigezhioù, embregerezhioù, ensavadurioù a sav raktresoù evit diorren ar yezh.

Ar Prizioù a oa da vezañ lidet en Archipel e Fouen, d’an 13 a viz Meuzh. Nullet eo bet an abadenn abalamour d’an divizoù yec’hedel.

E-pad ur sizhunvezh, eus an 18 d’an 22 a viz Mae, eo bet embannet bemdez gant FR3 Breizh ar prizioù evit ar 7 rummad.

Añvet evit ar wech kentañ er rummad «stollegezh foran », kêr Gemper he deus tapet an trede priz evit bezañ sikouret evit ma vefe degemeret an arouezenn diakritek "ñ" e marilh ar boblañs ha diorren implij ar brezhoneg e Kemper.

Priz kentañ rummad an embregerezhioù a zo bet roet d’an UJAP, evit e labourdiorren ar brezhoneg e bed ar sport : krogadoù displeget e brezhoneg, kenlabour gant Diwan, skignañ geriaouegi…

Menegomp ivez er rummad-mañ ar SCOP Roudour, staliet e Kemper abaoe 2018, evit bezañ savet ar stummadur nevez "Ambroug" a ro an tu da zeskiñ brezhoneg enlinenn.

Sed aze an disoc'hoù, diouzh vot ar bodad-barn a oa bet dalc’het d’an 13 a viz Meurzh 2020 e Kemper e c’hellot sellet ouzh videoioù a ginnig al loreidi Ofis Publik ar Brezhoneg.