• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Arc'hwelioù nevez Kemper+

Degemer Neventi Neventi

Arc'hwelioù nevez Kemper+

Arc'hwelioù nevez Kemper+ Kemper + implijer
Le 30/03/2020 • Mis à jour le 30/03/2020 | 10h27

Abaoe miz Meurzh 2019 e kinnig kêr Gemper ur benveg niverel nevez ma kaver servijoù ha titouroù bep ma teuont Sul-ouel-pemdez ha noz-deiz. Gant ur poellgomzer, un dabletenn pe un urzhiataer eo aes Quimper+ da dapout evit an holl er chomlec’h www.quimperplus.bzh. Diwar vremañ ez eus arc’hwelioù nevez o pinvidikaat ar savenn ha reiñ tu da ober ul lodenn vat eus an difraeoù melestradurel enlinenn penn-da-benn.

Nevezentioù a-leizh !

Meuzioù ar c’hantinoù-skol, goulennoù aktaoù marilh, kemer emgavioù enlinenn evit ober teulioù-anaout…Abaoe deroù ar bloaz 2020 e c’hell an difraeoù melestradurel-se bezañ graet enlinenn dre « Quimper+ » hiviziken.

Evit goulenn un akta a c’hanedigezh, un akta a briedelezh pe a varv, n’eus netra simploc’h. N’eus nemet kevreañ ouzh ar savenn enlinenn ha leuniañ an teulioù a zere. Treuzkaset eo ar goulenn goude-se hag ar servij a zere en ti-kêr a ra war e dro. Memestra evit ar goulennoù d’ober teulioù-anaout (kartenn-anv ha paseporzh), an implijerien a c’hell kemer un emgav enlinenn dre ar savenn.

Abaoe an distro-skol e c’heller lenn meuzioù ar c’hantinoù-skol hag ar c’hreizennoù-dudi enlinenn.

Gant Quimper +, e kemennan an traoù a-dreuz !

Gant ar savenn e c’hall an dud reiñ da c’houzout traoù a-dreuz war an domani foran (lastez diskarget hep aotre, gouleier siek, panelloù-heñchañ gwastet…) ha gouzout penaos ez a o c’hemennoù war-raok. Evel-se, gant ur gartenn etreoberiat hag ur furmskrid enlinenn e c’hallo tud Kemper kelaouiñ an Ti-kêr pa vo un dra a-dreuz pe un darvoud. Ur wech enrollet ar c’hemenn e kaser anezhañ war-eeun d’ar servijoù a zere evit ma c’hallint renkañ an traoù.

Ur c’hod heuliañ a roer da bep kemenn hag a gaser d’an den, dezhañ da welet penaos ez a e c’houlenn war-raok. Kerkent ha ma vo renket an traoù e vo kaset ur postel kadarnaat dezhañ evit kelaouiñ anezhañ.

Dre an arc’hwel-se eo pedet an dud gant an ti-kêr da sikour gwellaat ha kempenn an domani foran.

Gant Quimper +, e parkan aes ma c’harr !

Gant Quimper +, ur servij all, e c’hall an dangarrerien parkañ aesoc’h o c’hirri e kreiz-kêr. Rak gallout a reer bremañ kaout titouroù bep ma teuont gant ur poellgomzer, gant kartennoù evit gouzout pet plas vak zo er parklec’hioù diavaez meret gant Kêr Gemper.

Gant Kemper + e c’haller ivez paeañ e blas pa barker e garr war an hent, paeañ un treziad goudeparkañ pe sevel klemm ouzh servij an hentoù hag ar parkañ.

Ur savenn aes d’ober gantañ !

Evit ober gant ar savenn Quimper+, n’eo ket diaes ! Trawalc’h eo d’an implijer kevreañ gant merdeer e boellgomzer pe e dablezenn er chomlec’h-mañ : www.quimperplus.bzh ha klikañ war an arc’hwel en deus c’hoant da implijout. Ne chom d’an implijer nemet heuliañ an traoù kammed-ha-kammed evit sevel e c’houlenn.

Un draig vihan evit diraez buanoc’h ar servijoù : gallout a ra an implijer krouiñ ur « berradur » war bajenn degemer e boellgomzer hag evel-se e c’hallo diraez an arc'hwelioù kerkent ha m’en do c’hoant.