• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Ar strollegezh o tiskouez he c’harbedoù tredan nevez

Degemer Neventi Neventi

Ar strollegezh o tiskouez he c’harbedoù tredan nevez

Ar strollegezh o tiskouez he c’harbedoù tredan nevez A-benn fin ar bloavezh 2020 e vo 17 karbed tredan ha daou garbed dre geflusker hiron e lestraz kirri Kemper Breizh Izel ha Kêr Gemper. Skeudenn: Kemper Breizh Izel
Le 17/03/2020 • Mis à jour le 17/03/2020 | 11h13

Krog eo Kemper Breizh Izel ha Kêr Gemper, a-zevri, da bourchas karbedoù tredan evit lakaat un harz d’al louc’h karbon ha kement-se, hervez palioù broadel al lezenn treuzkemm energiezh evit ar c’hresk glas.

En desped da emdroadurioù teknologel niverus ne c’hell ket ar c’harbedoù tredan respont da holl ezhommoù ar strollegezh evit poent. Dreist-holl evit a sell ar c’harbedoù dezougen bras hag ar c’hirri pounner a ya d’ober an darn vrasañ eus ar postadurioù. Evit ar re-se e kroger da lakaat kentpatromoù e gwerzh met dav e vo gortoz un nebeud bloavezhioù c’hoazh a-raok ma vefent produet stank.

Betek 2016 e veze prenet karbedoù termek hepken, gant kefluskerioù diesel dreist-holl, karbedoù skañv hag all. Ne oa nemet daou garbed dre geflusker hiron hag a oa nemedennoù.

En deiz hiziv e prener dreist-holl karbedoù tredan evit ar c’hirri skañv hag ar c’harbedoù dezougen bihan a ya e kreiz-kêr ; evel-se e c’haller digreskiñ an noazadurioù e-keñver trouz hag ar saotradurioù. Ouzhpenn se e ruilh ar c’harbedoù-se war tennadoù berr, ar pezh a glot gant emrenerezh strizh ar c’harbedoù tredan (etre 120 ha 280 km) ha gant redi an amzer adkargañ (etre 5 ha 10 eurvezh).

Abaoe 2017, postadurioù a bouez zo bet graet evit gallout implijout muioc’h a garbedoù tredan :

  • 2017 : prenañ an daou garbed dezougen krenn kentañ
  • 2018 : staliañ pemp bonn adkargañ e Kreizenn Deknikel ar gumun
  • 2020 : budjet rakwelet evit prenañ c’hwec’h karbed skañv nevez ha daou garbed dezougen skañv koulz ha staliañ daou vonn adkargañ all.
  • 2019 : Prenañ pemp karbed Zoé ha daou garbed dezougen tredan Kangoo

Neuze, a-benn fin ar bloavezh 2020 e vo 17 karbed tredan ha daou garbed dre geflusker hiron el lestraz kirri.

Politikerezh an treuzkemm war-zu an tredan zo koustus. Evit gwir, ur c’harbed tredan a goust 40% keroc’h eget unan termek, evit ur patrom heñvel. E-se, e 2019, e klot gant ur postadur ouzhpenn 150 000€.
Gant al lusk adneveziñ-se e respont an tolpad-kêrioù da balioù al lezenn treuzkemm doare energiezh evit ar c’hresk glas. Ret eo d’ar strollegezhioù o deus ur parkad ugent karr pe ouzhpenn, hervez al lezenn-se, prenañ 20% a garbedoù tredan d’an nebeutañ pe karbedoù a bep seurt a ya en-dro gant kefluskerioù a bep seurt pe gant mammennoù energiezhioù a brodu liveoù izel a zilaoskadennoù gaaz efed ti-gwer hag a saotruzennoù en aergelc’h (displeget e vo petra eo ar rummad-se en un dekred da vezañ embannet e deroù 2020.)

Erfin, en tu all d’he farkad-kirri, Kemper Breizh Izel Kemper he deus lakaet ober gant ur bus bulzun 100% tredan en he folitikerezh treuzdougen.

Abaoe 2019,ar bulzun QubCity, meret gant korvoer ar rouedad QUB, a ra ouzhpen 8000 beaj bep miz. Un eil karbed a vo ouzhpenn er bloaz 2020.

Da-heul un emglev gant ar SDED* he deus staliet kêr Gemper daouzek bonn adkargañ karbedoù tredan ivez.

*SDEP = Sindikad-departamant an energiezh hag an aveadur Penn-ar-Bed