Fouge zo er gumun gant he breizhadelezh ! Kalz oberoù a vez kaset da benn evit lakaat muioc’h ar brezhoneg war wel el lec’hioù foran. Un elfenn bouezus eus sevenadur Breizh eo ar brezhoneg, ha sikour a ra da greñvaat identelezh ar gumun. Un dra dalvoudus eo ivez evit kreskiñ he brud war dachenn an touristerezh hag an ekonomiezh.
Gant divizadeg an 12 a viz Du 2017 en deus gouestlet ti-kêr Kemper tizhout live 3 ar garta « Ya d’ar brezhoneg ». En unan eus oberoù ar garta e rakweler staliañ plakennoù-straed divyezhek e kumun Gemper. Abaoe fin ar bloaz 2019 neuze eo war-dro 400 plakenn unyezhek hag a zo bet kemeret o flas gant plakennoù divyezhek gallek/brezhonek er c’hreiz-kêr istorel.
Ar plakennoù-straed kozh, testenioù talvoudus eus istor kêr, a vo gwerzhet e sav-taol d’ar Sadorn 1añ a viz C’hwevrer, da 2 e goude merenn e ti-kêr Kemper.
D’ar Sadorn 1añ a viz C’hwevrer, da 2 e goude merenn, e-barzh hall degemer ti-kêr Kemper, e vo gwerzhet 309 flakenn. Skeudennoù eus ar plakennoù-straed hag a vo lakaet e gwerzh a vo skignet war ur skramm ha lod anezho a vo diskouezet dindan gwerennoù. Pep plakenn a vo lakaet e gwerzh e 15 € pe war-dro.
An dud na c’hellint ket dont d’an ti-kêr d’ar 1añ a viz C’hwevrer e vo posupl dezho klask prenañ ur blakenn a-bell, en ur gemer perzh war-eeun er werzh dre al lec’hienn internet www.interencheres.com
Kenaozet eo an abadenn-mañ gant Typhaine Le Grignou, prizachourez. Ar brenerien a c’hello dont da gerc’hat o flakenn(où) da di ar gwerzhioù, 1 bis straed Pont-’n-Abad e Kemper, adalek al Lun 3 a viz C’hwevrer.