• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Kemper - Pariz Orly : loc’het eo !

Degemer Neventi Neventi

Kemper - Pariz Orly : loc’het eo !

Kemper - Pariz Orly : loc’het eo ! Linenn ChalairLuc’hskeudenn : Kemper Breizh Izel / Lionel Flageul
Le 26/11/2019 • Mis à jour le 26/11/2019 | 16h49

25 a viz Du – Adalek ar mintin-mañ eo adkroget an nijadennoù Kemper Pluguen - Pariz Orly.Dibabet eo bet an aergevredad Chalair gant Rannvro Breizh da-geñver un endalc’h a servij publik betek 2023. Beajet e vez e-bourzh un ATR 72-500,70 plas ennañ.

Tri mont-dont pemdeziek bep sizhun a zo (er-maez ar vakañsoù-skol), ur mont-dont d’ar Sadorn vintin ha daou mont-dont d’ar Sul. Loc’hañ kentañ da 6e45 evit degouezhout e Pariz da 8e 10. Loc’hañ diwezhañ da 8e10 noz evit degouezhout e Kemper da 9e 45 noz.

Eurioù an 18 nijadenn Kemper-Pariz

Euz al Lun d’ar Gwener :

Kemper-Pariz, loc’hañ 6e45, degouezh 8e10

Pariz-Kemper, loc’hañ 8e50, degouezh 10e25

Eus al Lun d’ar Gwener ha d’ar Sul :

Kemper-Pariz, loc’hañ 2e15 gm, degouezh 3e40 gm

Pariz-Kemper, loc’hañ 4e10 gm, degouezh 5e45 gm,

Kemper-Pariz, loc’hañ 6e15 noz, degouezh 7e40 noz

Pariz-Kemper, loc’hañ 8e10 noz, degouezh 9e45 noz

D’ar Sadorn :

Kemper-Pariz, loc’hañ 8e25, degouezh 9e50

Pariz-Kemper, loc’hañ 10e20 noz, degouezh 11e55 noz